Anjela Duval, Yann-Ber Piriou hag ur bern arzourien all enoret e Kawan !

Dépêche publié le 12/06/11 12:01 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22347/22347_1.jpg
1mnbjkoj.mp4, ks9utje5.mp4

Un tamm tro e Kawan disadorn : goude ar c'hrogad c'hoariva war ar prim heuliet gant ur c'hant bennak a dud, setu abadennoù sonerezh. Dindan an deltenn vras, e sal ar gouelioù hag er c'habaret.

Setu Anjela Duval lennet ha kanet gant Lou-Jakez Suignard, a raio ivez «Tchatchatcha Douarnenez», tonioù a bep seurt, hag er-maez, e-kichen an davarn, ur strollad Euskariz gwisket mod Skos o tañsal ... dañs an houidi ! Kris ar Menn o furchal e hentoù ar c'han hengounel hag ar sonerezh elektronek, Gimol Dru Band hag ar Ramoneurs, pa oa kantadoù a zañserien, o tañsal hardizh gant ar strollad Startijenn ...

Plijadur atav, brezhoneg yezh ofisiel, bank Breizh, hag a bep seurt traoù kinniget d'an dud. Gourc'hemennoù da skipailh Kawan !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?