Abalamour d'un dilojamant, dre ziouer a amzer pe peogwir ne glote ket gant mont en-dro ho tiegezh... ? Ken abred hag an distro 2011 e vo kinniget un doare nevez da zeskiñ brezhoneg a drugarez d'an e-deskiñe-learning).
Ebarzhiet nevezik 'zo er Robert, e talv ar ger «e-deskiñ»- se kement hag hentennoù deskiñ dre an Internet. Skolanet, ajañs tekno-pedagogel staliet er Folgoad, arbennikaet en domani-se, a zigoro ur savenn stummañ enlinenn anvet «Edubreizh.com» e miz Here.
Ar servij nevezus-se a roio tu deoc'h da zeskiñ brezhoneg a drugarez da gentelioù liesvedia etreoberiat. En un doare reoliek, dre ho mikro hag ho webkam, e voc'h pedet e klasoù enlinenn buhezet gant kelennerien arbennik.
Ar wiaderien, deskidi war ar brezhoneg, a vo strollet en ur rouedad sokial a aesao ar gomz, an eskemmoù hag ur mont war-raok boutin.
Gallout a reer, adal bremañ, amprouiñ an hentenn o vont (voir le site)
Skolanet (voir le site) a vo disul en Kawan da vare Gouel broadel ar brezhoneg. Un digarez brav da c'hellout eskemm war ar benveg deskiñ-se.
■