120 skolajiad evit devezh ar c'hoariva : ar brezhoneg war al leurenn

Dépêche publié le 10/06/11 9:35 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22325/22325_1.jpg
pwfdgexq.mp4

Skolajoù o tont eus Ar Releg, Lannuon, Lanniliz, Gwitalmeze, Gwiseni, Kemper, Diwan, Divyezh ha Dihun : diskouezet o deus dec'h o youl hag o c'hoant da lakaat ar brezhoneg war al leurenn.

Kinnniget e oa bet gant Kristof Nikolas, skolaj Lesneven, «www.urwecheoa.bzh». Kalz plijadur ' oa er sal ha gant ar gomedianed. Galvet e oa skrivagnerien Perrault, Grimm, Walt Disney gant tudennoù ar pezh-c'hoari, ha savet e oa klemm gant an Ankou, perak n'en deus ket lakaet anezhañ da gemer perzh e tresadennoù bev ?

«An tri skourr impinad», kontadenn Fañch an Uhel, a zo bet leurenniet gant daou skolaj : hini Lannuon hag hini Lanniliz. Doareoù disheñvel da leurenniañ, da echuiñ an istor.

Disoc'h ul labour gant Kristian Duro ha Jean Floc'h (treizerien soñjoù) e oa kinniget gant 47 skolajiad eus Kemper : «Chevailher» gant kanaouennoù, dañsoù, sonerezh (akordeons, tamboulinoù ha violoñs sonet gant ar skolajidi ha Jean Floc'h).

Anatole le Bras ha Per Jakez Helias a zo bet c'hoariet o fezhioù gant skolidi Lannuon ha Gwitalmeze.

Testennoù a vremañ a oa kinniget gant skolajidi ar Releg («Mirdi», «ar c'harrig meur»), re Wiseni («Rififi ti Destrusi») leurenniet gant Erwan Kloareg ha Jakez ar Born.

Hag evit echuiñ an devezh, klozadur Bob Simon, prezidant kevredigezh C'hoariva.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?