Souibidigezh an abretañ posubl : Dalgalian hag ar vrezhonegerien yaouank

Dépêche publié le 9/06/11 23:16 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22316/22316_1.jpg

Ar familh, ar skol hag an en dro, setu ar pezh e faot kaout evit gallout reiñ un dazont dar brezhoneg. Ma ne gomz ket brezhoneg ar bugel er familh, ma ne vez ket un en dro e brezhoneg, ma n'eus brezhoneg ebet er skol, penaos e c'hello evit lakaat ar brezhoneg da vevañ ?

Deuet e oa Gilbert Dalgalian, pedet gant Div Yezh ha Kumuniezh Kumunioù bro Kemperle e Kerien (mankout a ra ur bugel evit gallout digeriñ ur c'hlasad e miz Gwengolo) evit displegañ pinvidigezhioù un deskadurezh divyezhek.Komz a ra meur a yezh, an turkeg eo e yezh vamm dezhañ. Penaos e c'hell ur bugel deskiñ hep gouzout dezhañ kement a sonioù, a frammoù disheñvel ?

Paotr Ofis ar brezhoneg a genveria anezhañ o da «alc'houez aour» Anjela Duval. Ar brezhoneg a c'helle digeriñ bed ar brezhoneg, evit kompren an en dro, alc'houez aour Dalgalian a zigor d'ar re all, d'ar yezhoù all, ha d'ar sevenadurioù all.

Dalgalian, ur paotr bihan, dirak 60 a dud. Simpl, sklaer, stourmer evit ar bedagogiezh hag evit an divyezhegezh.

Aes eo dezhañ displegañ gant tri zra pouezusan e sav poent :

1 - ar stummadur divyezhek ur bugel a stumm anezhan gwelloc'h ma vefe desket abred-tre. Stummadur an empenn, met stummadur ar c'horf ivez. A-raok 7 vloaz, ha gwelloc'h c'hoazh a-raok 5 bloaz.

2- an divyezhegehz abred, galleg-brezhoneg, ne vo ket graet evit laoskel ar galleg a-gostez, met evit pinvidikaat anezhañ. Ar yezh all a sikour ar yezh, hag en tu all eo gwir ivez. Ne vez ket desket div wech ar memestra : tout ar pezh a zo diazezoù ur yezh (eskemm, en em zigarez, ...).

3- Ur bugel divyezhek abred, a vo multiyezhek buan-tre, gant an diaezoù fonetek, yezhoniezh, ha sevenadurel. Ha doareoù deskiñ efedusoc'h.

Ur brezegenn interessant kenañ, da selaou gant tout an dud dedennet gant al labourioù nevez ar yezhourien (Jean Petit, Jean-Pierre Changeux).

Diaes e oa tabutal diwar plas an divyezhegezh e Breizh war lec'h ; ne ouie ket Dalgalian e oa 14 000 bugel skoliataet e brezhoneg e Breizh, da lavarout eo ... 2% hepken eus ar re skoliataet e Breizh.

Gant ma vo komzoù Dalgalian skignet e pep lec'h: reiñ d'ur bugel un deskadurezh divyezhek eo ur prof hag ur binvidigezh roet dezhañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?