LibreOffice 3.4 e brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 6/06/11 6:39 dans Langues de Bretagne par Denis Arnaud pour Denis Arnaud
https://abp.bzh/thumbs/22/22275/22275_1.png
LibreOffice & an Drouizig
https://abp.bzh/thumbs/22/22275/22275_2.png
LibO 3.4

LibreOffice a ya war raok gant e handelv 3.4.0. Kempennet eo bet boneg ar meziant ha tennet kuit ez eus bet 5000 linenn aet da zidalvoudus. Ur bern keweriusterioù nevez zo bet ouzhpennet e-keñver an handelv 3.3.2. Kempennet ha klokaet eo bet troidigezh ar meziant ivez. Troet eo bet LibreOffice penn-da-benn. Savet eo bet gant The Document Foundation.

Petra a ginnig LibreOffice deoc'h ?

Writer eo ar meziant da skrivañ testennoù (kewerier testennoù) e-kreiz LibreOffice.

Impress eo an doare aesañ da sevel kinnigadennoù liesvedia efedus.

Draw a ro tro deoc'h da sevel diervadoù ha brastresoù diwar netra.

Base eo stlennvon LibreOffice. Gant Base e vez enkorfet frammadoù ho stlennvonioù.

Math eo embanner skridoù jedoniezhel LibreOffice. Bommoù jedoniezhel, kimiezhel, tredanel a vez skrivet aes.

Ur mollad da grouiñ restroù mod PDF a ginnig LibreOffice ivez.

Enkorfet eo troidigezh an Drouizig e restr staliañ LibreOffice.

A-benn gouzout penaos staliañ LibreOffice, kit war lec'hienn an Drouizig :

(voir le site)

LibreOffice a roio tro deoc'h da labourat e brezhoneg gant ur meziant galloudus ha stabil. An heuliad burevek nemetañ troet e brezhoneg eo LibreOffice.

Graet eo bet labour treiñ LibreOffice gant : Denis Arnaud, Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Michel Nedeleg.

Dizoloit ul lod eus keweriusterioù nevez LibreOffice war lec'hienn an Drouizig :

(voir le site)

Kavet e vez ur roll gerioù amañ :

(voir le site)

Lec'hienn LibreOffice

(voir le site)

Lec'hienn The Doument Foundation

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?