24e Tro Menez Are : prest oc'h da vale ?

Dépêche publié le 31/05/11 22:25 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22246/22246_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22246/22246_2.gif

300 den a youl-vat, 7.500 baleer gortozet : penaos e reont evit kaout kement a startijenn pep bloaz ? «Lin er parkeier, er bourk e son ar c'hleier, glad ar vro bepred a chomo», setu ar pezh a vez kinniget gant skipailh kerent skol Diwan Kommanna ha tud Menezioù Are.

Gant ouzhpenn 70 bugel e 4 c'hlas eo skol Diwan Kommanna unan eus ar skolioù brasañ er Menezioù Are. Aozet e vez div abadenn c'hoariva pep bloaz gant ar skol, gant ADDES, Strollad ar Vro Bagan ha strollad Mat ar Jeu.

7 tro disheñvel a vo kinniget (6, 10, 15, 20 ha 30 km), etre 7e30 ha 4e30 gk. Ha gant priz ar bilhed (8 euro war al lec'h, 7 euro mod-all) e vo roet ur gartenn deoc'h, ur frouezhenn, un tiked evit evañ, ha pa vo echu an dro-vale, ur prof ha gwir da vont d'ar fest-noz digoust !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?