Blaz Bazhvalan : deskiñ dre ober

Revue de film publié le 30/05/11 17:33 dans Langues de Bretagne par Kristian Le Bras pour Blaz Produktion
t:1
https://abp.bzh/thumbs/22/22226/22226_1.jpg
Stajidi Bazhvalan e Landerne

100 vloaz Ofis Santral Landerne : stummadur-enklask

Sevel un enklask war istor an Ofis, pe ar Sindikad, pe Landerne ha stummañ ur film berr diwar se.

Setu pezh zo bet graet gant un toullad stajidi bodet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz evit ur staj kaset en-dro gant Blaz Bazhvalan etre Genver ha Mae 2011.

Prest e vo dizale ar filmig (15'). Skignet e vo war ar rouedad a-raok bezañ diskouezhet ez-ofisiel da geñver Kann al Loar e Landerne d'an 9 a viz Gouere.

Stummadurioù all "dre ober" kinniget gant Bazhvalan :

penaos sevel senario ur pezh-c'hoari war ar prim (gant Stumdi, Mae 2011)

- Stummadurioù 2011-2012 :

- Merc'hed ar Vro, Bro ar Merc'hed : kas en-dro un enklask diwar-benn maouezed ar vro hag o darempred gant ar yezh, sevel poltredoù video berr deusoute (Gwengolo 2011-Mezheven 2012)

- Treiñ ur pezh c'hoari DIWAR AR SAOZNEG, embann anezhañ, enrollañ ha stummañ anezhañ evit ar radio (Gwengolo 2011 - genver 2012)

(stummadurioù war un nebeut devezhioù asambles mui labour hiniennel hag a-stroll)

Titouroù digant Kristian ar Braz war (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.