Amzer nevez ar c'hoariva : abadennoù e pep lec'h, ha div e brezhoneg e Konk-Kerne

Agenda publié le 26/05/11 7:16 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22203/22203_1.jpg

A-drugarez da di c'hoariva Brest ha da Guzul-meur Penn-ar-Bed e vez aozet pep bloaz, e fin miz Mae, «amzer nevez ar c'hoariva», Ur bern strolladoù c'hoariva a youl-vat a c'hoario un tammig e pep lec'h.

Kregiñ a raio digwener noz evit echuiñ disadorn e Pont-'n-Abad gant ur bern abadennoù, e sal an Triskell, met ivez er maez, evit a sell ouzh ar festival «off».

Mod-se e vez diskouezet pegen bev eo ar c'hoariva. Ne vez roet priz ebet, hag un digarez brav eo evit kement hini en deus c'hoant a zdiskouez al labour kaset da benn e-pad ar bloaz.

Daou strollad a c'hoari e brezhoneg a vo : strollad Plougin (Ene Karg e doull) d'ar Sadorn 28/5, Fubudenn (Dañjerus tamm ebet d'ar Gwener 27/5 o tont er Chap'L e Konk-Kerne ha «Fest ar pemoc'h» e Pont-'n-Abad disul).

Evit sellout ouzh roll an abadennoù :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?