Strauss-Kahn : Damgred an didamall, evit piv ?

Chronique publié le 22/05/11 16:49 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22169/22169_1.jpg

Setu ar pezh hon eus resevet, skrivet gant E. An Henaff :

Un afer hag a ra ra kalz trouz, e Bro-Frañs hag e Stadoù-Unanet. Ne c'hallit ket digeriñ ur journal, pe sellout ouzh ar skinwel, hep bout badaouet gant ur romant gwirheñvel (siwazh) hag a lak diaes pep hini.

Evel-just, ret eo deomp asantiñ ouzh Damgred an Didamall e-keñver an ao DSK.(Lezenn Guigou). Gwir eo ne c'hallit bout nemet spontet gant skeudennoù kriz un den “tamallet” a-raok kaout an tu d'en em zifenn. Evel-just, ne c'hallit ket nemet bout feuket gant justis (Justis !) kriz ha puritan pilpous ar Stadoù-unanet.

Damgred an didamall evit ar vaouez yaouank ?

Piv a c'hallo difenn ar “reizh” evit ar vaouez-se ? Prest ivez da vout taolet d'ar chas ?

Daoust hag e vo gouiet ganeomp, un devezh, ar pezh zo erruet, e gwir, en ur gambr deus Sofitel NY ?

Gwir pe gaou ? An daou zen a oar kement-se. Marteze, evel ma vez lâret gant tud'zo, (taolit evezh, aze emaon o farsal !) en deus an AO. risklet war un tamm soavon treitour en ur guitaat e strinkadenn ?

Lezomp ar justis (memes ma ne gredomp ket kalz en ur justis bennak) gober he dever !

Met, adlâret e ran : petra zeuio ar vaouez yaouank da vezañ ? Ma z eo gwir ar pezh zo bet lâret ganti, hag ur manniel a justis vo eviti ?

N'emaon ket ur wregoulerez, anfiñ, ne oan mui ur wregoulerez evel er pennadoù 70. Krediñ'rae din e oa cheñchet an traoù un tamm ! Evidon, ur gwaz a dalv kenkoulz hag ur verc'h !

Ur palfors zo ur palfors, hag ur palfors zo un torfed

Met un dra c'hoazh ! Klevet tud uhel bro-Frañs o teurel an dismegañs war ur vaouez –marteze- palforset ? « maouez ar menaj, troñsañ ur vatezhig (soubrette), den ne zo marv », dav eo anzav eo bet taolet dismegañs ivez gant kelaouennerezed'zo, war ar vaouez yaouank. A ! memestra, n'ho deus ket an dud uhel-se lâret, « ur vaouez a venaj, UNAN ZU »

Mat : Damgred an didamall : gortozomp. Sur e ouio argant e-leizh …sikouraat ar justis !

Met un dra a zrubuilh ma spered : ma zo bet ur « dibluskadur kig » (dav din sellout ouzh ar geriadur !) perak n'he deus ket troc'het krenn an tamm ibil sanket e-barzh he beg ? A ! ar sodez ac'hanon ! Doare ar maouezed boazet da servij dindan galloud gwazed ! Ha gwir eo, gouest e vefe da vout tamallet dezhi noazhout ouzh an anterineded korfel ur gwaz !

Ur goulenn : stlejañ'raimp, ni ar maouezed, levezonet a-viskoazh gant relijionoù droch, betek fin an amzerioù, an DAMALL da vout MAOUEZ ? da lâret eo GOUZAñVEREZ ?

Evit gouzout hiroc'h, e saozneg :

(voir le site)


Vos commentaires :
TILLENON Yann-Ber
Dimanche 22 décembre 2024
Skrivañ e brezhoneg diwar-benn ur gudenn gevredadel pe unan all en deus dre ret ur ster emsavel. Skrivañ e yezh an Emsav en deus dre ret da welout gant an Emsav ent istorel.

Anv eo bet graet abaoe 40 vloaz e Frañs eus « kudenn ar merc’hed ». Kavet eo bet an anvad « frankizadur ar merc’hed », o treiñ diresis ur c’herienn c’hallek lakaet diouzh ar c’hiz abaoe pell.

N’eo ket bet klasket mont gwall zon er gudenn gant an Emsav, hag eo chomet an dud e par an arc’hadurioù, pa n’eo ket ar c’hlemmichadennoù, klevet amañ hag ahont ha brudet gant luskadoù benevelour a seurt gant an M.L.F. (Mouvement de libération de la femme) e Frañs.

N’eo ket war zigarez emañ ar gudenn-se diouzh ar c’hiz er gevredigezh c’hall arallek abaoe un nebeut bloavezhioù e rankomp he menegiñ amañ. Hogen kement plac’h o skrivañ e brezhoneg zo o kemer perzh en Emsav heg a gemer perzh ivez er gevredigezh c’hall arallek. Ne c’hell ket tremen hep anavezout ur gudenn a zo stag ouzh he saviad er gevredigezh-se.

Ne c’hell ket tremen kennebeut hep gwelout ha buhezañ ur c’heñver daelerezhel etre he saviad arallek hag he saviad emsavel, ha kement kudenn stag ouzh ur saviad a wered en un doare war egile.

Un ere ez eus etre an doare ma kenderc’h – pe get – ur plac’h e brezhoneg an Emsav hag an doare m’eo bet kenderc’het ar merc’hed er gevredigezh arallek, abaoe an Dispac’h gall pergen. Petra eo enta « kudenn ar merc’hed » ?

Anv ez eus bet graet a frankizadur. Gant , pe hep rat, komz eus frankizadur zo un doare da lec’hiañ ar gudenn en ur par hiniennel, ha dre se ober anezhi ur gudenn a eil renk : a-hiniennoù e c’hell ar merc’hed, pe lod anezho, « en em frankizañ », da skouer dre gaout ur vicher o lak emren ent armerzhel diouzh o gwaz, dre arverañ an hilastaliñ arnevez.

Se zo degouezh ur bern kelennerezed. Gallout a reont evel-se bezañ « dieub », kaout frankizioù, hepkoriñ kudennoù a samm ar re all, met n’eus evit-se netra kemmet e saviad kevredigezhel ar merc’hed.


Gant « kudenn ar merc’hed » ez eus anv a istorekadur e Breizh, n’eo ket hepken a frankizadur. Abeget e vo e ra an Emsav e gudenn eus istorekadur ur bobl, istorekadur an holl zenion, ha n’eus enta meneg arbennik ebet da ober a-zivout ar merc’hed. Eleze e ve diskoulmet pep tra gant an Emsav ? Dre eurvad e ve re aes…

Ar gudenn dalvoudus a chom ganeomp neuze eo : Peseurt respont a vo roet en istor Breizh, elese en istor an Emsav da «gudenn ar merc'hed» dre vras hep marmouzañ ar pezh a c'hoarvezh a zo respontet e lec'hioù all !...


jean lastennet
Dimanche 22 décembre 2024
«Gwastus ha mantrus eo an afer-mañ, n'eus forzh eus peseurt tu e vez sellet outi» (Christine Lagarde)

Ronan Le Déroff
Dimanche 22 décembre 2024
Gl. présomption d'innocence -> Br. ersol a zigablusted (ouzh ub.)

«dibluskañ kig» --> legafañ


Claude Guillemain
Dimanche 22 décembre 2024
La Propaganda Staffel

Pourquoi croyez-vous que nous, Bretons asservis pendant des siècles, osons relever la tête aujourd’hui? Parce qu’enfin le « bon peuple de France » réalise que depuis des siècles il a été lui aussi asservi à la « Propaganda Stafel » des dirigeants et de leurs médias.

Vous voulez un exemple ? Qu’est-ce que l’homme de gôche ? Le camarade Lévy nous éclaire. Le raisonnement est simple. Je suis ami avec DSK depuis 25 ans. Je suis de gôche et porteur du plus bel humanisme qui soit. Mon ami est donc comme moi sinon il ne serait pas mon ami. Donc mon ami est innocent des faits qui lui sont reprochés (viol, sodomie, séquestration, j’en passe et des meilleurs). C’est ça la Propaganda Staffel.

Face à cette Propaganda Staffel, il nous reste la Liberté.

C’est le seul bien que je revendique ici.

« Les amis de mes amis sont mes amis », n’est pas réservé qu’à la « gôche » ! Je me rappelle quelque chose de très semblable il n’y a pas très longtemps dans les propos de Frédéric Mitterrand – grand amateur de la Thaïlande et de ses charmes exotiques – à propos de l’affaire Polanski.

Dénonçons avec force les mœurs de ces grands Propagandistes pervers.

Que va-t’il rester à la Propaganda Staffel ? Bon sang, mais c’est bien sûr ! Le drapeau, l’identité nationale. La ficelle est grosse mais elle marche toujours. Pas chez les Gaulois, puisqu’ils ne reconnaissaient que l’identité de leur langue, sans plus. Préparons donc une sortie discrète du supermarché de La Marseillaise !

Claude Guillemain

Président fondateur de Breizh 2004, mouvement fédéraliste breton et européen, et du Réseau des Bretons de l’Etranger - RBE -


Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?