Un taol kaer e bed al levrioù: Atlas de Bretagne / Atlas Breizh ; Kartennoù evit kompren Breizh

Communiqué de presse publié le 9/05/11 13:37 dans Cultures par Mikael Bodlore-Penlaez pour Eurominority
t:4
https://abp.bzh/thumbs/22/22034/22034_1.jpg
Golo Atlas Breizh
https://abp.bzh/thumbs/22/22034/22034_2.jpg
Atlas de Bretagne / Atlas Breizh (skouer)
https://abp.bzh/thumbs/22/22034/22034_3.jpg
Atlas Breizh: skouer ur bajenn diwar-benn ar boued hag an evaj (e brezhoneg)
https://abp.bzh/thumbs/22/22034/22034_4.jpg
Atlas Breizh: skouer ur bajenn diwar-benn ar boued hag an evaj (e galleg)

Ur veaj dibar a-dreuz ar c'hartennoù

Atlas de Bretagne / Atlas Breizh, embannet gant Coop Breizh, a zo anezhañ ur gwir veaj dibar ha graet evit an holl dre ar c'hartennoù. Savet eo bet al levr-mañ gant ur sell nevez-flamm ha gant un iñfograferezh sklaer ha modern evit ma c'hallo pep hini dizoleiñ hag addizoleiñ Breizh gant al liesseurt ez eo, kement-se gant ur 180 kartenn bennak hag ouzhpenn... Gant ar soñj ober plijadur koulz d'ar re a gar Breizh hag ar re a zo tik war ar c'hartennoù eo bet kaset al labour da benn gant an daou genaozer, Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella.

Un atlas divyezhek ha Breizh he femp departamant

Daou dra diazez a zo bet lakaet e penn-kont gant an daou aozer; panevet an daou dra-se n'eo ket Breizh a vije bet lakaet war-wel evit gwir: Breizh a-bezh eo a zo diskouezet war kement kartenn a zo, da lavaret eo gant al Liger-Atlantel bep tro. Divyezhek-rik galleg-brezhoneg eo al levr-se ivez, evit ma c'hallo kement hini anavezout e vro dre ar yezh a fell dezhañ. Ar wech kentañ-holl eo e teufe un atlas brezhonek er gouloù. Kement-mañ a roy tro, da skouer, da skolidi ar c'hlasoù brezhonek d'ober o mad anezhañ.

Kartennoù nevez-holl ha sebezus

Un doare nevez da welet douaroniezh ar vro eo a vez kinniget gant Atlas de Bretagne / Atlas Breizh. Da heul pep kartenn ez eus un tamm skrid evit kaout ur c'hompren gwelloc'h eus an traoù. Degas a ra an Atlas nevez-mañ an alc'hwezioù ret a-benn kompren gwelloc'h douaroniezh, istor, ha sevenadur ar vro, pe, gant ur ster ledan, an tiriadoù a ya d'ober buhez ar Vretoned. Seizh danvez pennañ a vez studiet lerc'h-ouzh-lerc'h: an hollved hag an Douar, an douaroniezh, ar sevenadur, an Istor, an tiriadoù, ar sokioekonomiezh, an diaweloù. Ar braz eus ar c'hartennoù a zo nevez-flamm, hep o far ha kentañ o gwelet evit un darn; ar steredegoù pe al Loar e brezhoneg, an natur, ar sport, ar boued hag an evaj, pe c'hoazh an amzer da zont gant ar pezh a c'hallje Breizh dont da vezañ mard afe da get an holl skornegoù eus ar Bed. Diskouez a ra splann hag anat Atlas de Bretagne / Atlas Breizh ez eus c'hoazh ur bern traoù da zizoleiñ ha da zeskiñ diwar-benn Breizh.

An aozerien:

• Kartennour eo Mikael Bodlore-Penlaez ha labourat a ra en ur Gambr goñsul. Kaset en deus da benn meur a labour diwar-benn an douaroniezh evel an Atlas des Nations sans État en Europe deuet er-maez nevezik 'zo (e ti Yoran Embanner, 2010).

• Labourat a ra Divi Kervella e bed an embann brezhonek hag anavezet eo evit e labourioù war ar yezh. Meur a levr a zo bet skrivet gantañ, en o zouez reoù an hentenn Assimil e brezhoneg (an hini diwezhañ a zo deuet er-maez e miz Mae 2011).

Kensavet o deus an daou aozer ivez ar Guide des drapeaux bretons et celtes (Yoran Embanner, 2008).

Fichenn deknikel:

• Luc'hskeudennoù gant Frédéric Le Mouillour

• Rakskridoù gant Lena Louarn ha Jean Ollivro

• Divyezhek galleg - brezhoneg

• Keinet, E liv penn-da-benn, Evit an holl

• 152 bajenn; 180 kartenn

• Ment 34 x 23,3 cm doare italian

• 35,90 €

Evit gouzout muioc'h: (voir le site)


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.