Ar Seizh Alc'houez war Brezhoweb

Agenda publié le 9/05/11 12:07 dans Langues de Bretagne par Corinne ar Mero pour Brezhoweb
t:1
https://abp.bzh/thumbs/22/22029/22029_1.jpg

Ur c'hoari skinwel eo Ar Seizh Alc'houez, evit ar grennarded. Ur skipailh skolajidi pe liseidi en deus da drec'hiñ ur skipailh all.

Kevrinoù hag amprouennoù

Da heul Viviana ez eer war roud 7 alc'houez aet diwar-wel. Evit adkavet anezhe e vo ret d'ar grennarded diskouez o ampartiz, diskoulmañ kevrinoù ha tremen e-biou d'ar pechoù aozet gant an hudourez he daoulagad dous ! Kodoù, runoù, karrezioù-hud, emgannoù gant ar c'hlezeoù, gwaregoù, kerdin… troioù-kamm ha troioù-hud e-leizh a vez dispaket gant Viviana, kement skoilh war hent an trec'h !

E fin pep rann, ne chomo nemet ur skipailh ! Ha hemañ 'ni eo a vo adkavet en hanterc'hourfenn.

Deiziadoù skignañ war Brezhoweb

Kardgourfennoù : 4, 11, 18, 25 a viz Mae

Hanterc'hourfennoù : 1añ ha 5 a viz Even

Gourfenn : 15 a viz Even

Ar re a gemer perzh er c'hoari :

Lise Diwan Karaez

Lise Sant-Fransez Lesneven

Skolaj publik divyezhek Mezkoad Landerne

Skolaj Diwan ar Releg

Skolaj Diwan Gwiseni

Skolaj Diwan Gwened

Stajidi stummadur hir Skol an Emsav Roazhon.

Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù, Dizale, Brezhoweb.


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.