Perynn, krouerez fentus !

Interview publié le 5/05/11 21:37 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21944/21944_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/21/21944/21944_2.jpg

ABP -Penaos 'peus kroget da ganañ ?

Perynn- Evidon ez eo ar c'han un dra bennak naturel ha pemdeziek, diaes eo din lavaret penaos eo kroget e gwirionez. N'eo ket e-giz ur benveg sonerezh, ne c'heller ket deiziañ ar mare ma peus kroget da zeskiñ. Kanet em eus a-viskoazh va-unan pe gant va mignoned er c'houskva, kemeret em eus perzh alies er C'han ar Bobl, hag er skolaj hon doa ur strolladig sonerien. Azalek al lise em eus kroget da ganañ gant Allah's kanañ ha war-lerc'h em eus kavet lazoù-kanañ pe strolladoù kan all e pep lec'h m'em eus studiet (e Brest, Lyon ha Heidelberg).

ABP- Allah's kanañ : petra eo an dra bouezusañ 'peus desket gant an avañtur-se ?

Perynn- N'eo ket echu an avañtur ! Met dindan c'hwec'h bloaz ez omp aet kalz war-raok, anat eo. E-keñver teknik em eus desket kalz, dreist-holl oc'h enrollañ hor pladennoù : kanañ just, analañ gant ar c'hof, doujañ ouzh an hini a ren ar c'han, selaou ar re all evit bezañ unvan, diwall diouzh fin ar frazennoù, hag all. Servij a ra din pa'z enrollan traoù en va-unan bremañ. Allah's kanañ en deus desket din ivez peseurt emzalc'h kaout war al leurenn, mousc'hoarzhin, bezañ en e aes ha derc'hel kont ez eus tud o selaou. Ne dalvez ket eo ret ober hervezh ar publik met dav eo gouzout ne ganer ket memes mod pa ne vez den ebet er sal ha pa vez maread.

ABP- Kanañ hag ijin kanaouennoù: petra a zedenn ar muiañ ac'hanout ?

Perynn- Plijout a ra din ijinañ kanaouennoù met un « noob » on penn-da-benn gant ar solfadurezh hag an teknologiezhioù nevez, ha n'on ket gwall ouiziek war ar sonerezh dre vras. Ouzhpenn-se ne sonan gant benveg ebet neuze n'eo ket aes…

Ar pezh a blij din kalz eo ijinañ mouezhioù nevez war ur velodienn anavezet. Dedennet on ivez da « zibluskañ » an tonioù a blij din (gant ar Beatles da skouer) o klask selaou aketus pep benveg. Aze e weler pegen a-bouez eo ar gitar boud pe an taboulinoù, padal ne daoler ket evezh outo alies.

ABP- Petra out deuet d'ober en Alamagn, ken pell diouzh Breizh ?

Perynn-Deskiñ alamaneg ! Tremen a rin an agregasion alamaneg er bloaz a zeu, setu e vije gwelloc'h din gouzout kaozeal… Studial a ran e Lyon hag en va skol (ENS) e vez kinniget deomp tremen ur bloavezh pe zaou en estrenvro. Setu penaos on bet o kelenn galleg e skol-veur Heidelberg warlene ha bremañ e studian e skol-veur Konstanz e su ar vro.

ABP- Da raktresoù ? Kanañ gant piv ? Pelec'h ? Penaos ?

Perynn- Ur bern raktresoù em eus war ar stern met alies e vezan paket gant an amzer. C'hoant em eus da ijinañ tonioù e brezhoneg evit Allah's kanañ, ijinañ tonioù all evidon ha magañ va chadenn Youtube gant ar muiañ a danvez posupl. C'hoant em eus d'ober « koverioù » a cappella nevez (adkanañ un ton a blij hag interpretiñ anezhañ en ur mod all).

Raktresoù videoioù em eus evit Festival ar vuhez (ur festival aozet pep bloaz e Plabenneg), hag ur c'hlip rap/ RnB farsus a vo troet ivez e-pad an hañv gant mignoned. Kaout plijadur eo a gont. Evit c'hoazh n'em eus ket ar barregezh a fellfe din kaout war ar binviji enrollañ, filmañ, nag an arc'hant evit prenañ anezho. Gant an amzer e fellfe din mestroniañ an dafar ha gwellaat kalite va videoioù. C'hoant em eus ivez da zeskiñ seniñ gant ur benveg, met n'eo ket an dra gentañ. Setu evit ar pezh a sell eus va raktresoù « arzel » met va studioù eo ar pouezusañ (sañset). Techet on da lakaat ar sonerezh da dremen da gentañ, ar pezh n'eo ket gwall fur…


Vos commentaires :
Allah's Kanañ
Dimanche 22 décembre 2024
Maread a dud ? Leonadez out ? ;-)
Gourc'hemennoù.
AsK.
Voir le site

Kristen ha Davy
Dimanche 22 décembre 2024
Gourc'hemennoù evit ar pezh a rez Perynn ! Bamet omp !

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?