Prientet eo bet an abadenn c'hoariva war ar prim ha labour a vo c'hoazh !

Dépêche publié le 16/04/11 20:17 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21818/21818_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/21/21818/21818_2.jpg

Daouzek den bodet tro-dro da Nikolas Amaury. C'hoarioù, fiñvadegoù, peadra da lakaat an dud da vezañ dihunet mat ha da zeskiñ disoñjal o «ego» evit gallout ijin war ar prim gant ur skipailh.

Livañ ar jirafenn, kribañ blev ur maligorn ramzel ? Kudenn ebet. Lammat etre an heol hag al loar ? Sevel un deltenn evit ar chas, derc'hel sac'h e wreg o welout anezhi o tañsal gant ur paotr all ? Netra aesoc'h evit ar c'hwec'h plac'h hag ar c'hwec'h paotr deuet eus Kastell-Paol, Naoned, Fouenn, Brest ... evit prientiñ ar pezh a vo kinniget d'an arvesterien e Kawan.

Goude merenn, goude poelladennoù tommañ a bep seurt, o deus staliet ar sal, ur seurt tachenn c'hoari (ur poull riklañ e Kebeg). Reolennoù strizh a zo. Ret eo c'hoari en ur ganañ, o veskañ ar skipailhoù, gant temoù a bep seurt : «en ul lec'h teñval, mab tud paour, ar yar melen ...»

Plijadur zo bet, ha rannet eo bet ar strolladoù e div lodenn. Skipailh an Hanternoz a bleustro ur wech ouzhpenn a-raok Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, ha skipailh ar C'hreisteiz a raio memestra. Neuze, deuit niverus da zibab peseurt skipailh a vo an hini barrekañ e Kawan d'ar Sadorn da beder eur !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?