Kenstrivadeg Ken tuch' : aet ar maout gant…

Communiqué de presse publié le 12/04/11 16:29 dans Langues de Bretagne par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/21/21772/21772_1.jpg

• Strollad ar 4re B e Skolaj Bro an Aberioù e Lanniliz, gant o skrid-aozañ « Mister Breizh » : Olivia, Mathilde, Corentine, Iwen, Tanguy, Bastien, Leo ha Brendan.

• Rodéric Halleguen, lisead e klas termen el lise Jean Macé e Lann-ar-Stêr, gant e skrid-aozañ « Ur gwele e Brennilis » (titl da c'hortoz).

En tu all da 30 int bet o kemer perzh er genstrivadeg. Ijin ha fent o deus diskouezet holl kaout, hag ur gwir striv war ar skrivañ o deus bet graet. Lod anezhe, ouzhpenn-se, a vez o teskiñ brezhoneg evel danvez diret. Brav-hardî an disoc'h neuze !

En daou skrid-aozañ o deus sachet ar muiañ evezh skipailh Brezhoweb e adkaver spered ar rummad Ken tuch', ar fent, ha doare an tudennoù evel m'int bet gwelet er c'hant rann zo bet skignet war Brezhoweb abaoe krouidigezh ar rummad.

Ur gwir blijadur eo gwelet disoc'h al labour kaset da benn gant an holl berzhidi !

Ar skidoù-aozañ choazet a vo filmet ha kinniget asambles gant ar re all, bet skrivet gant skrid-aozourien a-vicher, ha pedet e vo ar skolajidi hag al lisead da zont war al leurennfilmañ ha da gomz gant skipailh Ken tuch' e miz Even.

Gourc'hemennoù dezhe holl !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?