Café Breton gant Fañch Broudig

Conference debat publié le 9/04/11 8:45 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer
https://abp.bzh/thumbs/21/21742/21742_1.jpg

Amzer da zont ar brezhoneg eo a raio ur wech ouzhpenn dañvez an abadenn « Café Breton », d'ar meurzh 12vet a viz Ebrel, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest. Goude Lena Louarn deuet ar miz tremenet, e tisklerio Fañch BROUDIG disoc'h an enklask a zo bet goulennet digantañ gant Rektor Akademiezh Roazhon.

13 500 a vugale a vez graet skol dezho hirio e brezhoneg, ha kemend-all a vez desket brezhoneg dezho. Nemet ne vez ket aes digeriñ eur c'hlas divyezheg. N'eus ket a-walc'h a gelennerien vrezhoneg. Petra d'ober evid reiñ ul lañs nevez d'ar gelennadurezh e brezhoneg ? 60 a ginnigou resis a zo e studi Fañch Broudic evit ma c'hellje ar vugale deskiñ brezhoneg hag evit reiñ c'hoant d'ar re yaouank da gomz anezhañ.

Deuit e-leizh m'ho peus c'hoant da glevet pelloc'h !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?