Ar mell irvinenn

Présentation de livre publié le 6/04/11 16:09 dans Cultures par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/21/21721/21721_1.jpg

«Sachomp kreñv, sachomp krenn,

Da gaout irvin d'ober soubenn.»

Ur wech e oa en ul liorzh e Rusïa ur pezh pikol irvinenn a oa kreñvoc'h eget un den. Honnezh a oa ur pezh hini biskoazh n'oa bet unan 'velti. Kaer en doa tad-kozh sachañ ne deue ket an irvinenn gantañ. « Penaos eta 'vo graet ar soubenn ma n'on ket vit tapout ma irvinenn. Met hep skoazell ne deuio ket ha skoazell am bo gant ma fried. » Met skoazell mamm-gozh n'oa ket trawalc'h eno e oa an dalc'h ! Galvet o merc'h-vihan ouzhpenn : ne deue ket an irvinenn ! Ret e voe goulenn c'hoazh sikour digant ar c'hi, digant ar c'hazh. Siwazh ne oa netra d'ober sachañ ganto a oa aner. Ha panevet al logodenn ne vijent ket deuet a-benn. Unvaniezh a ra nerzh pa sach an holl e vez graet berzh.

Brezhoneg gant Mark Kerrain diwar ur gontadenn poblel rusian. Tresadennoù gant Maël Verot.

4 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) - 21 x 14.8 cm - 15 p. - ISBN 978-2-9534848-6-1 - skignet gant Sav-Heol


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?