Da heul Komzoù diwirheñvel Penn ar Stad e Josilin

Communiqué de presse publié le 9/03/11 18:39 dans Cultures par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Da heul Komzoù diwirheñvel Penn ar Stad e Josilin e c'houlenn Kevre Breizh e vefe doujet da wirioù ar Vretoned gwarezet gant an Emglevioù etrevroadel.

Evit Kevre Breizh n'eo komzoù Penn bras ar Stad Nicolas Sarkozy dec'h e Josilin nemet ober goap eus an dud.

Tapout krog en ho amzer da zont, sed ar pezh a vefe kontant bras ar Vretoned d'ober, hag ar pezh a c'houlenn kevredigezhioù sevenadurel Breizh abaoe pell war zachenn ar politikerezh yezh ha sevenadur : skol, radio, tele, buhez publik.

Lavarout a ra Nicolas Sarkozy ez eo er bihan-niver evit ar pezh a sell ar yezhoù bihan, ha koulskoude eñ e-unan en deus diskleriet bezañ a-enep Karta yezhoù bihan Kuzul Europa. Eñ eo en deus savet ur gouarnamant na fell dezhañ e mod ebet lakaat votiñ ar pevar kinnig-lezenn evit ar yezhoù ha sevenadurioù rannvro a zo bet enrollet e Kambr ar Gannaded hag er Senad e fin 2010 ha deroù 2011.

Oc'h adkreizennañ ar galloud e Paris e kas d'an traoñ barregezhioù politikel hag arc'hant ar strollegezhioù lec'hel a zo ar re a ra ar muiañ evit sevenadur Breizh hag ar brezhoneg ha gallaoueg.

Al lezenn nevez evit cheñch harzoù ar strollegezhioù lec'hel a zo ur skoilh didremenus evit adunvaniñ pemp departamanat Breizh, peogwir e ranker kaout asant an dud diavaez bro.

E rak-kampagn evit ar votadegoù emañ an Aotrou Sarkozy o klask rastellat mouezhioù ar Vretoned. Met emañ ar Vretoned o c'hortoz oberoù doujus d'o gwirioù anavezet war an dachenn etrevroadel ha n'eo ket kaozioù diwirheñvel kontrol d'e bolitikerezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?