Raktres digeriñ ur skol Diwan e Pleskob : emvod kelaouiñ foran

Communiqué de presse publié le 9/03/11 13:32 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan o pediñ ac'hanoc'h d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :

D'ar Meurzh 15 a viz Meurzh 2011

Adalek 8 eur 30 noz

« La Loge »

(war hent Ploveren, e-kichen an ti-post)

56890-PLESKOB

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Pleskop evit klokaat kinnig Diwan er Mor-bihan. 7 skol hag ur skolaj (e Gwened) a vez staliet en departamant betek-hen.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi

06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69

sonia.zaoumi@diwanbreizh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?