Amzer nevez ar varzhed : barzhonegoù Bernez Tangi

Dépêche publié le 3/03/11 21:44 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21464/21464_1.jpg
dpt7c0k70h3yjlyvr8wlmz8azj7ts8j0uik4yzizsgmsyozw4l.mp4, 8qksd1v6z9aqmwurqcq7klyed7dgtx53lzk4b79gz8hor8hj2a.mp4

Amzer nevez ar varzhed, «festival de la parole poétique», devezhioù aozet a-zehou hag a gleiz. Ha petra ra an ABP ? Bet omp e Speied evit lakaat ac'hanoc'h da dañva barzhoniezh unan eus barzhed vrudetañ Breizh, awenet gant ar vro, gant yezh komzet e-pad e vugaleaj e Berien, ha traoù ar bed.

Da c'hortoz ur gelouadenn hiroc'h, setu bep eil devezh ur barzhoneg lennet gant Bernez. Da gregiñ ganti, «Stern ar melezour», gant un ton telenn sonet gant Branwenn, merc'h Bernez e Speied.

War lerc'h e vo klevet teir barzhoneg all, ha soñjoù Bernez diwar-benn ar c'hrouiñ e brezhoneg, ar strollad Storlok, hag un nebeud respontoù e galleg a vo ivez.

Lenn a raio barzhonegoù e Landelo d'an 18 a vir Meurzh, hag e Polonia e vo e miz Mae. Soner, kaner, livour, aozer sonerezh gant strolladoù musisianed, emañ Bernez o sevel ur bann treset diwar vuhez Santez Nonn. Un doare da veskañ an tresañ hag ar skrivañ.

Kizellerezh : Olwen Manac'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?