An Dasson : Kontadennoù n° 73 Bro An Alre

Sommaire publié le 1/03/11 13:10 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

«Daet eo er-maez niverenn 73 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg) embannet get Kerlenn Sten Kidna. An niverenn-mañ 'zo gouestlet penn-da-benn d'ar c'hontadennoù, da re bet lâret get tud ag ar vro da geñver ur genstrivadeg 'zo bet e 1987 hag ar c'h»Cabaret Breton«, bet dalc'het e 2008, e Pleuwigner. Istorioù ha kontadennoù distaget get tud ar vro ha skrivet e brezhoneg hag e galleg. Un niverenn ispisial eo, rak ur bladenn a zo lakaet a-barzh, peadra da spisat an divskouarn, pe da gaout un tañvad a yezh ar c'hornad. Danvez da lenn ha da selaoù. An Dasson niverenn 73 a vez gwerzhet 10 € e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre, 12 € dre lizher.»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?