Sinema e brezhoneg en Alre

Communiqué de presse publié le 28/02/11 11:03 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

D'ar merc'her 9 a viz Meurzh da 8e30 da noz er sinema «Les Arcades» en Alre, e vo kinniget get Kerlenn Sten Kidna, Ti Douar Alre ha Breizh Ma Bro, un abadenn sinema e brezhoneg. Pennoù-Sardin eo ar film a vo skignet, ur film savet get Marc Rivière e 2004 hag advouezhiet e brezhoneg get Dizale, get mouezhioù Nolwenn Korbell, toni Foricheur ha Gwen Marion. Berr ha berr : E-pad harzoù labour ar Pennoù sardin e Douarnenez e 1924, un intanvez a stourm evit roiñ d'he faotr bihan ur vuhez gwelloc'h evit hini e dad, ur pesketour kollet er mor. Ul lodenn ag ar film a zo bet filmet en Alre. 100'.

Priz : 4€

Kerlenn Sten Kidna, 02.97.29.16.58.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?