il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2140.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

RUMMAD HINIENNOU

Priz kentañ : Céline Soun E skolig al Louarn e Plouvien ha gant Roudour eo bet desket brezhoneg gant Celine Soun.War dachenn ar cet#8217;hoariva an hini eo e labour bremañ. Pezhioù-cet#8217;hoari eus Su Amerika hag eus broioù all zo bet lakaet treiñ ganti. Lakaat a ra skolajidi ha liseidi da ober cet#8217;hoariva dre ar brezhoneg. Tu a vo da welet he labour e devezh ar brezhoneg o tont, e Karaez, det#8217;ar 5 a viz Mezheven. Celine SOUN / Lannaneyen 29860 PLOUVIEN / Pgz : 06 98 85 81 91 / Plr : 02 98 40 92 25 / Postel : celinesoun@yahoo.fr

Eil priz : Arno Elegoed Gantañ e oa bet savet an embannadurioù Bannoù-heol e 1999. E bal a oa sevel levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank da heul Keit vimp bev hag An Here. Kavout a ra dezhañ ne vo morse re a levrioù en hor yezh. A-drugarez dezhañ eta e cet#8217;heller lenn Boulig ha Billig e brezhoneg ha Titeuf nevesocet#8217;h zo. Kalz a raktresoù all en deus evit brasañ plijadur al lennerien BT eus 7 da 77 vloaz. Arno ELEGOED / 140 straed Pont-et#8216;n-Abad 29000 KEMPER / Pgz : 02 98 64 58 96 / Postel : arnaud.elegoet@wanadoo.fr / lecet#8217;hienn www.b-heol.com

Trede priz : Ferroudja Aït Aoudia Hag hi bet kelennerez war ar matematik hag an arabeg e Pariz he deus graet he soñj Ferroudja Aït Aoudia dont da vezañ skolaerez pe gelennerez en unan eus an hentadoù divyezhek. Evit-se he deus lakaet hecet#8217;h anv e Skol-veur gatolik ar Cet#8217;hornôg a-benn tapout an diplom « micherioù ha brezhoneg ». Mennet start he deus ranket bezañ pet#8217;eo bet darbet dezhi bezañ kaset e-maez Frañs. Kalz e cet#8217;hall degas da vugale ar vro gant he sell digor war ar bed hag hi o vestroniañ peder yezh dija : arabeg, saozneg, galleg ha berbereg. Ferroudja Aït Aoudia, 4 straed an Ursulined 22300 LANNUON

RUMMAD KEVREDIGEZHIOÙ

Priz kentañ : UBAPAR Ur skouer eo labour an UBAPAR war dachenn an dudiamantoù e brezhoneg. Goude an DABU (Diplom Aotren war ar BUheziñ)e brezhoneg ez eo bremañ an DARE (Diplom Aotren war ar REnerezh) emeur o lañsañ. En ur ober 4 bloaz ez eo 144 stajiad zo bet stummet evit an DABU. Ur labour brudañ kement tra a vez aozet evit ar vugale a vez kaset da benn dre lakaat embann plegfollennoù da skouer. Hep ankounacet#8217;haat « Levrig ar buhezour » a oa deuet er-maez e 2004. Ul labour dispar evit lakaat ar brezhoneg da vevañ e-maez ar skolioù. UBAPAR, Sant-Klomer, 56250 SANT-NOLF, Pgz 02 97 45 47 14, lecet#8217;hienn : www.UBAPAR.org

Eil priz : Kentelioù an Noz Kentelioù an Noz, e bro Naoned, a zo kalz muiocet#8217;h eget kentelioù noz e gwirionez. Dre ma ne vez ket ken aes se brezhonegañ war ar pemdez e Naoned ez eus bet roet lañs det#8217;ur bern obererezhioù liesseurt da gaout plijadur e brezhoneg. Kanañ, tennis-taol ha mell-droad, keginañ, cet#8217;hoariva, hag ur bern traoù all a vez kinniget e brezhoneg. Ur skouer eo evit Breizh a-bezh. Kentelioù an Noz , 10 straed ar Bourget 44000 NAONED, Pgz 02 40 20 39 74, Postel : kann@netcourrier.com

Trede priz : Fea Lakaat oberourien nevez da skrivañ evit ar re yaouank, sed aze pal Fea. Ha tizhet eo bet ar pal paet#8217;z eo 8 titl a vo deuet er-maez da zibenn 2005 goude bezañ lakaet 400 skolajiad bennak da skrivañ ha da eskemm o soñjoù e brezhoneg war al lennegezh. Pouezañ a ra ivez Fea war ar cet#8217;hrouiñ war-eeun e brezhoneg ha net#8217;eo ket war an treiñ. Gant-se hor bez skridoù taolennet enno hor bed a vremañ hag a blij kalz det#8217;ar re yaouank, ha det#8217;ar re goshocet#8217;hik ivez. Fea, Sant-Adrian, 29300 AN ARZHANAOU, Pgz 02 98 71 74 94 RUMMAD EMBREGEREZHIOÙ

Priz kentañ : Tv Rennes evit an abadenn Urban Breizh Ur magazin 26mn modern-tre e zoare, e anv Urban Breizh, a vez kinniget gant TV Rennes. Bezañ melezour buhez ar vrezhonegerien e kêr eo ar pal. Soñjet eo bet an abadenn evit tud etre 15 ha 30 vloaz ha gwelet e cet#8217;hall bezañ gant annezidi Il-ha-Gwilen paet#8217;z eus bet roet ur frekañs hertzian da TV Rennes. Tri zra zo lakaet da vont asambles gant an abadenn : brezhoneg, modernelezh ha buhez e kêr. Daoust ha net#8217;eo ket, un tamm, koktail dazont ar yezh ? TV Rennes / 19 straed Quintaine 35000 ROAZHON / Pgz : 02 99 30 58 58 / Plr : 02 99 31 06 50 / Postel : hannedouche.dominique@tv-rennes.com

Eil priz : Marc ha Cécilia Paugam E penn un embregerezh labour-douar biologel emañ Marc Paugam e Lanhouarne. Degemer a ra strolladoù e brezhoneg evit diskouez e atant hag al labour-douar bio. Klask a ra kement ha ma cet#8217;hell ober gant ar yezh ha lakaat tud all det#8217;ober ganti. Gant ar yezh e ra ivez evit brudañ e labour evel da skouer ar baperenn evit reiñ da anavezout ar boutegad legumaj bio. Un implij nevez eus ar brezhoneg ocet#8217;h en em gaout gant ul labour-douar nevez. Marc ha Cécilia Paugam / Sant-Weltaz 29430 LANHOUARNE / Pgz : 02 98 61 61 28 / Postel : paugam.stveltas@wanadoo.fr

Trede priz : Ouestélio Un embregerezh moullañ niverel eo Ouestélio. Net#8217;eo ket hepken traoù un tamm arouezel met ur gwir breder a gaver e Ouestélio evit a sell ouzh implij ar yezh. Lakaat a ra an embregerezh ar brezhoneg da vezañ gwelet ha klevet ivez. Un degemer e brezhoneg a cet#8217;haller kaout. Ocet#8217;h ober gant ar brezhoneg war un dachenn ken teknikel ez eo ar brezhoneg a vez lakaet da vont war-raok. Ouestélio / 505 straed J.M. Le Bris, 29200 BREST / Pgz : 02 98 44 68 23 / Plr 02 98 44 94 23 / Postel : andre.lavanant@ouestelio.fr


Vos commentaires :
Samedi 11 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.