An taol lañs roet gant ar rannvro d'an arouez nevez, «Bretagne», a zo bet graet en ur yezh nemetken, ar galleg an hini eo. N'eo ket brav, hervez Aïta : perak n'eus ket bet ur ger e brezhoneg ?
Ha dezho da c'houlenn ur respont.
Ha gortoz a reont abaoe ur miz dija.
« Muioc’h evit biskoazh he deus ezhomm hor yezh da vezañ gwelet ha lakaet war-wel. Hep an dra-se ne c’hallo ket chom bev ha mont war-raok. Se ‘zo kaoz ‘zo bet choazet gant meur a strollegezh arouezioù brezhonek peotramant en div yezh. Peseurt mod intent ne vefe ket ar C’huzul Rannvro ur skouer d’an holl war an dachenn-se ? Daoust ha n’eo ket modern a-walc’h hor yezh da skeudennaouiñ ur vro yaouank ha nerzhus evel hon hini ? Krediñ a reomp eo hor yezh hag hor sevenadur da gentañ penn o deus stummet skeudenn Breizh a-vremañ; int-i a ra pinvidigezh hon tammig douar hag an dud a zo o chom ennañ, gwriziennet don ha digor war ar bed war un dro. Hag ar re yaouank dreist ar re all a zo stag-mat ouzh an tammoù-se eus hon identelezh. Abalamour da se e c’houlennomp ganeoc’h ma vo roet e blas d’ar brezhoneg en arouez-se, koulz ha war e lec’hienn-vrudañ marque-bretagne.fr, hag a zo e galleg penn da benn betek-hen.»
evit gouzout hiroc'h : (voir le site)
■