Danjerus tamm ebet : ur politikour a vez gwelet hiziv an deiz ?

Dépêche publié le 19/02/11 22:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21356/21356_1.jpg
7h9fyauay19tvy1ng2opl5t00ytf0l4ahnxd8fjhvhdck8mz71.mp4

Tregont vloaz war-lerc'h strollad Plougin, setu ar strollad nevez ganet, Fubudenn e anv, o c'hoari tammoù eus ar pezh skrivet gant Mikael Madeg ha strollad Bro Leon. Ouzhpennet o deus traoù liammet ouzh buhez annezidi Kerien : anv lec'h ar raktres kreizenn lastez, ti ar re gozh «Bois Joly», hag un nebeud munudoù all.

C'hoariet o deus ar pemp den o tont eus Bro Kemperle (Gwidel, Skaer, An Arzhanaou, Sant Turian), c'hwec'h gwech an istor-se, oc'h echuiñ gant ur sonenn lakaet war un ton kajun «Kreizennoù nukleel ? Hanterkant e Bro-C'hall / Areva, EDF, ni zo war un hent dall ...»

Istor Biel ? U paotr «ganet ur Sadorn da noz goude ar c'hrampouezh», a zo deuet da vezañ ur politikour brudet a-drugarez d'e eontr «Biel Apostolik» ha d'e vamm, hag a laosk ur greizenn nukleel da vezañ savet er vro. Ma ne vefe ket bet Soaz Gozh o stourm a-enep ... e vefe bet savet, un dra sur.

Un istor krouet da vare Plogo, met hiziv an deiz, gant raktresoù GDE e Ploue, kreizennoù lastez bras, pe programm nukleel Bro-C'hall, ez eo an hevelep istor a vez adc'hoariet. N'eo ket dañjerus tamm ebet, emit-hu ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?