Brezhoneg e bro Montroulez : ur bed war gresk

Communiqué de presse publié le 14/02/11 9:55 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/21/21286/21286_1.jpg
Dileuridi kevredigezhioù sevenadurel ha dilennidi eus Bro-Montroulez zo bet bodet gant KLT d’ober stad buhez ar brezhoneg eno

Gant ar c'hevredad KLT e vez kenurzhiet labour kalz a dud hag a gevredigezhioù tro-dro da vro Montroulez. D'ar Merc'her 2 a viz C'hwevrer diwezhañ e oant bet bodet en-dro da Andre ar Gag, kuzulier-meur eus Penn ar Bed e-karg eus ar yezh hag ar sevenadur, ha Pauline Kerscaven a gas en-dro ar c'houlzad “Klaskerien ha Treizherien Sonjoù”. Un 20 bennak a dud o doa respontet d'ar galv tro-dro d'un daol-grenn e sal vras ti-embann Skol-Vreizh.

Da gentañ-penn, ez eus bet studiet disoc'h un enklask a ziskoueze stad ar c'helenn er skolioù laik Div Yezh ha Diwan e Montoulez hag er vro eus Ploueskad betek Plistin. Kresk zo kement er skolioù kentañ derez hag en eil derez. Ur bochad a vugale zo skoliatet e brezhoneg bep blez er vro-se, ha rannet int etre ar skolioù Diwan e Montroulez ha Kastell-Paol hag ar skolioù laik. En un toullad skolioù e vez roet un tañva d'ar yezh ha d'ar sevenadur. Er skolioù kristen, n'eo ket kresket an niver a vugale é teskiñ brezhoneg avat, pa n'eus ken nemet e Ploueskad eh eus ag ur hentad divyezhek.

Ur gwir goulenn zo get ar familhoù evel e Sant-Martin-war-ar-Maez. Rene Fily, an aotrou maer eno, en deus goulennet diget an Akademiezh ma vo digoret ur c'hlas nevez er c'hentañ derez er skol bublik a-benn miz Gwengolo er blez-mañ, mar bez kavet ur c'helenner, ar pezh n'eo ket sur pa ouier ez eus diover a gelennerion war stummañ. 27 familh o deus lakaet anv ur bugel dija.

Er skolioù-noz pe er stummadur dibaouez e kresk an niver a dud a faot dezhe deskiñ brezhoneg ivez a-c'houde 2003, pa oa bet kaset ur studiadenn gentañ da benn.

Etre ar skolioù, ar skolajoù, lise Tristan Corbière Montroulez hag ar skolioù-noz evit an dud daet eh eus kement ha 3_500 den é teskiñ brezhoneg pa ne oant nemet tro 1_200 e 2003. E bro Montroulez emañ ar brasañ kresk e Breizh, get bro Oueloù, e-kostez Pempoull en Aodoù-an-Arvor.

Brezhoneg da dreuzkas ha da c'hoari

Met ouzhpenn tud é teskin zo. Evel ma pouez Andre ar Gag “eh eo ar yezh ul lodenn hag hor glad, evel ar chapelioù ha kement tra a denn d'hon sevenadur ; ul liamm sokial eo”. Ar pezh a vez displeget brav ivez gant Pauline Kerscaven ha Mark Masson a gas ar c'houlzad Klaskerien ha Treizherien Soñjoù evit Kuzul-Meur Penn-ar-Bed. Sebastien Potier, eus ti ar re-gozh en Ospital-Lanneur ha skolaerion ha bugale Diwan o deus kemeret perzh er raktres-se. “Un dra gaer 'zo ezhomm da genderc'hel ganti an hini eo peogwir eo ken brav” eme André ar Gag.

Met “ur yezh a-vreman eo ar brezhoneg, barrek anezhi da grouiñ ivez” a lâre Bob Simon en anv strollad c'hoariva Kastell-Paol a gustum stummañ bugale war an teatr. Monig Lahellec, en anv ti-kêr Kastell-Paol he deus pouezet war “an diover a argant evit raktresoù hag a laka ar vugale da c'hoari e brezhoneg”. Hag André ar Gag da glask frealziñ anezhi ha da zisplegiñ e c'hell bezañ skoazellet seurt raktresoù gant an Departamant : “Argant zo ha ne vez implijet a-wezhioù. Ar budjed a c'hell bout kresket e kef sevenadur Penn-ar-Bed evit kement-se.”

Roland Laigo


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?