Penaos e oa?

Communiqué de presse publié le 10/02/11 14:20 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/21/21249/21249_1.jpg

Kalonek eo bet an dud daoust d'an amzer yen. 16 den o deus kemeret perzh er bourmenadenn e Goueled-Goulen d'an 29 a Viz Kerzu. Loc'het eo bet ar valeadenn dirak an iliz da 10e, goude atersadenn kazetenner Presse Océan Goueled-Goulen. Istor Goueled-Goulen zo bet kontet deomp e brezhoneg gant Brigitte ha daou baotr Goueled-Gouelenn, Andrev ha Cyril. Baleet hon eus un tamm ha15 munutenn goude e oamp e ti Andrev evit debriñ asambles gwastell ar rouaned dirak an oaled…Lennet eo bet barzhonegoù Guy-René Cadou, a oa bet skolaer e Goueled-Goulen. Da c'houde hon eus gwelet ar „maen fritet“, a chellfe bezañ lodenn un daol-vaen erfin, ha ti-gar kozh Goueled-Goulen. Tremen a rae tren „Anjev-bihan“ e Goueled-Goulen gwezhall. Tud Naoned a blije dezho dont da Gouled-Goulen, anavezet evit bezañ liorzh Naoned. Prenañ a raent flamboez ha rezin, pe debriñ a raent e pretioù brudet a-hed al Liger, morzhed –ran ha pesked gant chaous amann-gwenn da skouer. Bet omp bet da welet ar Goulen neuze. 100 vloaz e oa bet torret chaoser Divatte. Beuzet e oa traonienn Naoned. E traoñ bourc'h Goueled-Goulen en deus kresket kalz live an dour ivez. Ur spont e oa met ne oa ket echu ar bourmenadenn evit dek den ac'hanomp prest da lidañ an darvoud-se er preti “la rivière“. Met divinit petra hon eus debret di ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?