Jorj Belz : sonennoù divyezhek bro Pondi

Dépêche publié le 6/02/11 10:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
boa6av6bbyy9xe35mz8lfya7iz94xlbhoey1lguj25lz5unyjs.mp4

Dek stajiad evit ur stummer aketus ha prest da respont d'an holl c'houlennoù. Petra a dalvez ar ger « Pourleth» ? Bro Aleth peotramant ur ger o tont eus ar ger galleg «bourrelet»,ul lodenn eus dilhad ar merc'hed, perak pas ?

Tonioù a seblant da Yann brezhoneger hengounel a zeu eus Iwerzhon, Bro C'hall, Kembre ...

Pa oa pevar c'helc'h keltiek e Breizh, e Pondi, Kemper,... e veze lañset tonioù a rae berzh hag a-wechoù ne oant ket eus Breizh tamm ebet, unan deus outo, brudet-tre, a zeu eus Gresia zoken !

A-hed an deiz e oa bet displeget gant Jorj Belz pinvidigezhioù glad kanet Bro Gwened : laride diouzh ar c'hizh er bloavezhioù 1900, o tont alies eus tonioù bale, kas a barzh, an dro, hanter dro, kanet asambles ouzh an daol pe pa veze an dud o tañsal.

Bourrus e oa evit ar stajidi ha «mersi bras» dezhañ, o deus lavaret an holl stajidi asambles.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?