il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2121.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ag ar binioù betek Marie Laforêt en ur dremen dre Hanternozh Iwerzhon

Pinvidik eo niverenn diwezhan An Dasson, kelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg), nevez embannet get ar gevredigezh sevenadurel Kerlenn Sten Kidna An Alre. Ar pennad-skrid kentañ zo un atersadenn get Alan Buhé, ur soner brudet hag a zo é chom e Lokoal-Mendon. Abaoe pell e tastum binioù ha bombardoù a beb sort hag a bep sort broioù ivez. Unan zo graet get kroc'henn ki... Ur veaj souezhus e-barzh bed ar binviji. An eilved pennad zo un destenn skrivet get John Hume, bet Priz Nobel ar Peoc'h, a-ziàr benn Hanternozh Iwerzhon. Emglevioù peoc'h zo bet sinet du-hont, hag ar peoc'h a bad, tamm pe damm. John Hume a glask displeg ar penaos hag ar perak. Goude-se eh eus kinniget daouzek tro-lavar bet dastumet get Patrick Drean, evel "Hennezh zo ur farasie" pe "Traoù kotibus". Patrick a c'houlenn sikour get al lennerion evit gouiet pelloc'h a-ziàr benn an troiennoù-se. Stad ar brezhoneg e Bro An Alre a zo graet goude : chom a rahe 7.000 brezhoneger e Bro An Alre hiziv an deiz, reve Ofis ar brezhoneg. Ha, da echuiñ, Jean-Claude Le Ruyet en deus troet e brezhoneg ur sonenn kanet get Marie Laforêt anvet "Prof". Razh ar pennadoù-skrid divyezhek-se zo en niverenn diwezhañ An Dasson, Nnn 58, a c'hell bout prenet e stalioù levrioù 'zo hag ivez e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 an Alre. 5 ¤. Pellgomz : 02.97.29.16.58. E-mail : STENKIDNA2@wanadoo.fr.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.