Dodad souten da Dewi Sibiril

Communiqué de presse publié le 2/02/11 21:23 dans Langues de Bretagne par Eflamm Korneg pour Eflamm Korneg

Hiziv 2 a viz C'hwevrer e oa bodet dirak archerdi Landerne un 50 bennak a dud evit souten Dewi sibiril ezel eus Aïta, ur vreuriezh hag a zifenn ar brezhoneg dre oberioù fentus ha dizanjer.Dewi Sibiril zo bet klevet gant ar jendarmed abalamour e rol ur miz zo e-barzh un oberiantis e post Landerne. D'an deiz se e oa bodet Dewi ha peurrest ar strollad Aïta e-diabarzh ar post evit goulen e vefe gwelet brezhoneg er post. Daoust ma oa bet habask kenan doareoù izili Âïta, rener ar post en doa telefonet d'an archerdi evit sevel klemm evit an 3 abeg man:«dic'hradan al lec'h, Gwall voral graet da uzajerien hag implijidi ar post ha klask kuzhat o bisaj a-drenv maskloù»a zisplege Aline Marzin ezel eus Aïta. Met da lared Dewi Sibiril o tont er maez eus an archerdi goude e aters e oa ar rebech pennan savet gant ar strollad bezan bet skoachet ar pennoù gant maskloù. Enep lezenn eo an doareoù man hervez ar jendarmed.Gant Aï¨ta e vo savet klemm gant ar prokulor a benn ez afe war raok an divyezhegin er vuhez foran hag er post .


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?