Dalc'het eo bet 14vet abadenn ar Prizioù, disadorn 29 a viz Genver, e Landreger.
C'hwec'h priz a zo bet roet gant ar juri, ennañ Dominique Gestin (war he leve, kuzulierez kêr e Gwimaeg (Treger Vihan), Gwenola Koig (kelennerez e Plijidi, oberiant war dachenn ar sevenadur) Pauline Kerscaven (kazetennerez e France Bleu Breizh Izel, kenurzhierez « Treizherien soñjoù » e Penn-ar-Bed), Yann-Erwan Abalan (enklasker evit Brest Meurgêr ar Mor), Brendan Corre (kaner ar strollad Francis Jakson Project), Gwenael Kere (lusker e Radio Bro-Gwened).
Lusket eo bet an abadenn gant sonerezh ar Francis Jackson Project ha kinniget gant Goulwena an Henaff ha Klemañ Soubigou. Ar prizioù profet ar bloaz-mañ a oa oberennoù savet gant Awen Prigent, poder e Lokenvel e Bro-Dreger.
Aet eo ar maout gant :
LEVR : Gwellañ levr faltazi
« Ar marc'h glas » Riwal Huon - Al Liamm
PLADENNOU : gwellañ pladenn
Oktopus kafé : Ar vro didu – Poch an Toer
KLEWELED : gwellañ oberenn
Youenn Gwernig - Jean-Charles Huitorel - Aligal Production/France télévisions
YAOUANKIZ : gwellañ intrudu evit ar yaouankiz
« Ar Roue Marc'h » Gant Gwenole ha Marianna Larvol levr embannet gant TES
SPERED AR YEZH : gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh
Jean-Claude ar Ruyet : tezenn « Kelenn ar brezhoneg, komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù. »
BREZHONEGER AR BLOAZ :
Teatr Piba , evit ar pezh-c'hoari « Eden Bouillabes ».
E-kerz an abadenn en deus Bernez Rouz, rener abadennoù brezhoneg France 3, disklêriet e vo ar bloaz a zeu lakaet ar Prizioù asambles gant prizioù Dazont ar yezh, roet bep bloaz gant Rannvro Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg.
Roet e vo ar Prizioù nevez e miz Genver 2012, e Roazhon.
Skignet e vez abadenn ar Prizioù 2011 :
-D'ar sul 30 a viz Genver, war dakad Breizh France 3, adalek 10e50.
-Disul 30 a viz Genver, war France Bleu Breiz Izel, adalek 5e .
-Disul 6 a viz C'hwevrer, war France 3 Liger-Atlantel, adalek 10e50.
An abadenn a zo da adkavout war internet : France3.fr, Pluzz.fr pe Prizioù 2011.
■