LibreOffice 3.3.0 e brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 29/01/11 7:33 dans Langues de Bretagne par Denis Arnaud pour Denis Arnaud
https://abp.bzh/thumbs/21/21166/21166_1.png
LibreOffice e brezhoneg gant an Drouizig

LibreOffice a gemer plas OpenOffice.org a oa bet troet gant an Drouizig ivez. Un heuliad burevek eo LibreOffice. Digoust eo. Savet eo bet gant The Document Foundation.

Petra a ginnig LibreOffice deoc'h ?

Writer eo ar meziant da skrivañ testennoù (kewerier testennoù) e-kreiz LibreOffice. Gantañ, savit testennoù a bep seurt : lizhiri, danevelloù, levrioù. Enlakait skeudennoù, diervadoù enno. Barrek eo da grouiñ krennvaoù pe venegvaoù emgefreek. Ur geriadur da reizhañ ho skridoù a vez enporzhiet ivez. Galloudezh Writer a vasto hoc'h ezhommoù holl a-fet labour skrivañ.

Impress eo an doare aesañ da sevel kinnigadennoù liesvedia efedus. Bliverezhioù kaer hag efedoù arbennik dreist ho lakay da grouiñ kinnigadennoù o neuzioù micherel a zedenno evezh hoc'h arvesterion.

Draw a ro tro deoc'h da sevel diervadoù ha brastresoù diwar netra. Ur skeudenn a dalv muioc'h eget kalz gerioù, neuze grit gant boestoù ha diervadoù. Skeudennoù dialuskel mod 3M a vez savet gant Draw ivez.Ouzhpennañ efedoù arbennik, n'eo ket diaes.

Base eo stlennvon LibreOffice. Gant Base e vez enkorfet frammadoù ho stlennvonioù. Labourat a ra gant MySQL, PostgreSQL pe Microsoft Access ha kalz tarzhioù all. Krouet e vez stlennvonioù galloudus, enno skridfurmoù, danevelloù, gweloù hag azgoulennoù.

Math eo embanner skridoù jedoniezhel LibreOffice. Bommoù jedoniezhel, kimiezhel, tredanel a vez skrivet aes. Ataladoù skiantel a vez skrammet buan gant un doare skrivañ skouerikaet, betek an ataladoù kempleshañ.

Ur mollad da grouiñ restroù mod PDF a ginnig LibreOffice ivez. Gant teulioù mod PDF e vez kinniget skridoù kemplezh a bep seurt aes da lenn gant an holl reizhiadoù korvoiñ pe dost.

Enkorfet eo troidigezh an Drouizig e restr staliañ LibreOffice.

A-benn gouzout penaos staliañ LibreOffice, kit war lec'hienn an Drouizig :

(voir le site)

LibreOffice a roio tro deoc'h da labourat e brezhoneg gant ur meziant galloudus ha stabil. An heuliad burevek nemetañ troet e brezhoneg eo LibreOffice.

Graet eo bet labour treiñ LibreOffice gant : Alan Monfort, Philippe Basciano-Ar Gall, Michel Nedeleg ha Denis Arnaud.

Kavet e vo ur roll gerioù amañ

(voir le site)

Lec'hienn LibreOffice

(voir le site)

Lec'hienn The Doument Foundation

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?