Haiku : disoc'hoù kenstrivadeg Taol Kurun

Communiqué de presse publié le 28/01/11 22:22 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21164/21164_1.jpg

Gourc'hemennoù da skolajidi ar Releg ha d'o c'helenner Gwenole Bihannig ! Mankout a ra bugale ar skolioù kentañ derez (skol ebet o kemer perzh) memestra. Bodet e oa ar juri gant Mai-Ewen, Bernez Tangi ha Malo Bouessel du Bourg e Kemperle evit dibab ar re wellañ, hep gouzout anv ar barzh (mod-se e vez graet ganto atav).

Nebeutoc'h a varzhonegoù e brezhoneg a zo bet kaset ar bloaz-mañ. Kit war al lec'hienn da heul evit lenn anezho : (voir le site)

Tud deuet

1-Avaloù an eskob

dirak ar presbital

didud.

Milena Krebs

2-Dous moen, dous rous

laou sant Jozeb

o tebriñ ho tivjod lous.

Milena Krebs

3- An hini kozh a lufr

an aval dilezet

setu al loar gann.

Eduard Tara

Bugale

1-Latar 'zo er maez

ne weler tra,

un dakenn ruz, an aval.

Branwen Morvan

2- Ur galonig vuhez

ur c'hwezh dous

kuzh a-drenñv an deliennoù.

Maelle Hello

3-Un aval ruz

o c'hoari toull-kuzh

e-touez an deliennoù glas

Trestan Cregnou


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?