Taol Kurun, 5000 a dud e teir sizhun !

Dépêche publié le 28/01/11 22:24 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21163/21163_1.jpg
tf420fud9u67jo64723dv2wwn09ohgnohaimqsyc47lx6idi11.mp4, xvjgswdksjabgurqtf5f61ip5b7khmunugv34437ssijv9e5zq.mp4

A vloaz da vloaz e vez aozet muioc'h a draoù,a souezhadennoù gant skipailh ar festival : 14 staj (kan gant Brigitte Kloareg, Jorj Belz, keginañ gant maouezed bro Kaokaz pe Russia, gant Annig Thomas evit deskiñ fardan nems e brezhoneg, fardan bier, furlukin, staj dans evit ar re nul, c'hoariva war ar prim, brezhoneg..), 2 fest-noz, 1 fest-deiz gant ur genstrivadeg dibluskan ar patatez, 6 film, krouidigezh ar festival, 1200 buggel degemeret evit kontadennoù e galleg, 160 evit filmoù e bzh (rummad divyezhek Kemperle, Tremeven, Skaer, Diwan Banaleg, Diwan Kemperle), kontadennoù e bzh evit 100 bugel ... Tri strollad c'hoariva e brezhoneg a zo deuet ivez : teatr Piba, strollad Plougin ha Fubudenn, hag ur bern traoù all c'hoazh. Tud zo bet e pep lec'h, ha prest eo ar skipailh da adkregiñ 'benn bloaz.

Laouen ha skuizh war un dro eo ar skipailh tud a youl-vat, 60 den ennañ, ha kevredigezhioù a labour ingal ganto : Stajoù Koad Pin, Chlorofilm, le Kerfany, NPK, mediaoueg ha skol sonerezh Kemperle.Skoazellet eo ar festival abaoe 16 vloaz gant Kuzul meur Penn ar Bed, ar C'hocopaq hag ar Rannvro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?