Trouz an Noz : youl ar stourm e Banaleg

Dépêche publié le 26/01/11 0:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21123/21123_1.jpg
mfcz5hepdccha3zzzqlyah06utuyqb1l1mofzcnv3lu5sfxm8c.mp4

Ur strollad gant ur c'haner, daou gitarour, un tambouliner, div blac'h a ra trouz er mikro. Hag ur video e fons ar sal gant skeudennoù a bep seurt. 150 den yaouank bodet e tavarn «Pub tad kozh». Un tavarnour eurüs, o servij bier nevez fardet gant Visant, ar bier «Taol Kurun». Kanañ a reont e galleg, brezhoneg ha galloeg.

Pebezh startijenn ! A-enep ar faskourien, a-enep an agrobusiness, evit ur vro digabestr eo Trouz an Noz. Strollad politikel en ur mod. Niko, e penn ar strollad eo labourer douar bio. Ouhzpenn ar sonerezh rock a zo gant ar re-se : ar c'hoant da lakaat ar re yaouank emskiant deus ar pezh a vez bevet er vro.

Avit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?