nidiad, ur bloavezh nevez.

Anniversaire publié le 24/01/11 22:47 dans Cultures par Hoel Mahe pour Nidiad
t:3
https://abp.bzh/thumbs/21/21103/21103_1.jpg
Howard Phillips Lovecraft
https://abp.bzh/thumbs/21/21103/21103_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/21/21103/21103_3.jpg

Kevarc'h,

Ur bloavezh nevez zo erruet ha gantañ deroù eil bloavezh Nidiad, ar gelaouenn lennegel nevez he deus nodet warlene. Abaoe he ganedigezh ez eo aet war vrasaat, war ziorren, war gempleshaat. Bet eo ar skrivagnerion anezhi o sevel goulennoù, atersoù tro dro da zodennoù liesseurt, ha pa vent o sellout an arnevezelezh, breskted an harzoù etre barzhoniezh ha komz plaen, orinoù kealiadek hag ideologek an hollveliegezhioù hag ar faskouriezhoù pe al liammoù a vez etre prederourion an Henamzer, ar Grennamzer, an oadvezhioù arnevez ha kempred. Ul lec'h, ul load zoken, eo bet ivez da skrivagnerion ha da varzhed yaouank da glask, e douaroù ergerzhadus dezho, un dra piaouel dezho ; braventezh imbourc'het e dec'hmeg speredoù nevez.

Da gregiñ ar bloavezh nevez e kinnig Nidiad un niverenn dibar, gouestlet d'ar skrivagner norzhamerikan Howard Philips Lovecraft. Enni e kavor peurgetket div gevellenn hag ur pennad studi diwar dorn ar skrivagner troet gant daou eus skridaozerion ar gelaouenn ha ditouroù buhezel diseurt. A-walc'h da hetiñ dellezek ar bloavezh nevez !

Evit ar re o defe c'hoant emvataat eus niverennoù ar bloavezh kent, e c'hellont o urzhiañ da renerezh Nidiad, o c'houzout e vo 5 euro priz ur gelaouenn ha ne vo priz stroll ebet evit an niverennoù-se.

A galon,

Nidiad


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.