Skoazelloù krennet : avel a-benn ouzh ar bio

Communiqué de presse publié le 24/01/11 9:44 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/21/21089/21089_1.jpg
22 vloaz zo emañ Henri Thepaut o c'hounit legumaj bio. Ul label en deus krouet zoken. Nec'het eo gant amzer da zont e filierenn avat abalamour d'ar skoazelloù a zo o vont war dreutaat gant ar gouarnamant.

E miz Kerzu diwezhañ, da vare embann e vudjed evit ar bloaz da zont, en doa kadarnaet ar gouarnamant e soñj da zigreskiñ ar skoazell a ro d'al labourerien-douar bio.

“Un taol fin eus e berzh” eme Henri Thepaut, eus Plabenneg, labourer-douar bio abaoe 22 vloaz, bet prezidant eus ar FNAB1 etre 2005 ha 2009. “Gant an doare-se e tigresk ar gouarnamant e zispignoù hag e laka anezho war gont Europa.” Betek-henn o doa an holl beizanted bio ur skoazell e stumm un digoll a 4 000 € war an tailhoù. Kenderc'hel a raio evel-se e-pad daou vloaz c'hoazh met ne roio Bro-C'hall nemet an hanter eus ar sammad hag Europa an hanter all. Ne vefe ket peadra d'en em chalañ ma ne savfe ket ur gudenn nevez. Jedet e vo skoazell Europa hervez gorread douaroù pep hini pa oa roet ar memes sikour d'an holl betek-henn. “Un taol fall e vo evit ar re vihan, dezho nebeutoc'h eget tri hektar, hag evit ar wenanerien” a ouzhpenn Henri Thepaut.

Efed ur youl bolitikel

Hag eñ d'ober ur rentañ-kont eus stad al labour-douar bio war ar pemzek vloaz diwezhañ, abaoe ma oa bet roet lañs d'ar produiñ diwar atiz ar ministr Louis Le Pensec. Kresk a oa bet gant ar bio etre ar bloavezhioù 1998 ha 2001 betek tizhout 2 % eus ar gorreadoù. Diouer a skoazelloù goude-se, da heul divizoù Jacques Chirac hag e vinistr Herve Gaymard. Adlañs gant an traoù e 2008 gant Michel Barnier hag e steuñv “Horizon 2012” gant ar pal tizhout 6 % eus ar gorreadoù. E-kerzh 2009, evit Bro-C'hall a-bezh, e oa bet jedet ur geidenn a bemzek produer o vont war-zu ar bio bemdez. N'eo ket bet embannet sifroù 2010 c'hoazh, met falloc'h e vint. “Gouzout a rae an holl e oa an avel o treiñ. A-raok kemer un diviz pounner evel-se o deus ezhomm an holl da welet sklaer” a zispleg Henri Thepaut, dipitet-bras rak santout a ra emeur o terriñ al lañs.

Kenderc'hel, memestra

Derc'hel da varc'hata a fell d'ar FNAB ober. Da gendivizerien sirius eo bet lakaet he dileuridi a-viskoazh gant ar gouarnamant hag ar gartenn-se a fell dezho c'hoari. “Gant ar mod nevez-se e arboell ar gouarnamant hag ar Rannvro un tamm mat a wenneien. Dezho da zispign anezho da skoazellañ ac'hanomp en un doare all” a embann paotr Plabenneg. Goulenn a reont digant ar Stad sikour ar FNAB en he labour da stummañ ar beizanted. Dindan dek vloaz eo bet daougementet an niver a broduerien bio met chomet eo stabil niver an deknisianed karget d'o henchañ (250). Gant an arc'hant emañ ar gouarnamant o vont da espern, 50 milion a euroioù war ar bloaz –  an hanter eus ar sammad he deus Ministrerezh al Labour-douar da esperniañ en holl  – e c'hellfe lezel un tamm gant ar FNAB evit kas ar produiñ bio war-raok. “Ezhomm bras zo rak ne dalv ket mui kalz a dra al label european AB hiziv an deiz” eme Henri Thepaut a-raok displegañ penaos en doa krouet un eil label, Bio Cohérence e anv, e miz Ebrel 2010 gant mignoned dezhañ. Un hent ouzhpenn da vroudañ ul labour-douar padus, hag a zoujo ouzh an endro, talvoudus war an dachenn sokial hag efedus evit an ekonomiezh. “Un dra bennak a fell deomp diskouez. Dedennet omp gant an diorren. A-bouez e vo magañ ar blanedenn a-bezh, ha reiñ e lec'h da bep hini. Met ne fell ket deomp gwelet ar bio meret en un doare greantel.” Ur gwir raktres politikel.

1. FNAB : Fédération Nationale des Agriculteurs Bio


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?