BANNAÑ FILMOU GANT TI AR BREZHONEG

Agenda publié le 17/01/11 3:56 dans Langues de Bretagne par Bruno Le Gras pour Bruno Le Gras
https://abp.bzh/thumbs/21/21026/21026_1.gif

Tri bloaz a zo bremañ e kinnig d'ar vrezhonegerien Pariz hag tro dro Ti Ar Brezhoneg filmoù e brezhoneg.

Ar bloaz-mañ adarre e vo bannet filmoù, tresadennoù bev evit lavar gwir gant TAB e Pariz.

Aterset hon eus Aude Merrien, sekretourez ar gevredigezh.

Gant sikour Skol Diwan Pariz ha Mission Bretonne/Ti Ar Vretoned e vez aozet an oberiantiz-se.

Daoust d'an abadenn-se bezañ digor d'an holl eo aozet e penn kentañ evit ar vugale skoliatet e Skol Diwan Pariz dre m'eo Aude mamm skolidi. Hi a lavar eo «pouezus...evit ar yezh hag ar vugale da selaou brezhoneg er-maez eus ar skol». Ur gevredig nevez eo evit ar pezh a denn ouzh ar brezhoneg e rannvro Pariz, anat eo.

Penaos e vez graet? Prestet e vez ar sal hag an dafar bannañ gant Ti Ar Vretoned abaoe deroù an oberiantiz e 2009 a lavar Aude ha zo roet dorn dezhi gant Job Montfort prezidant ar gevredigezh ha Kristin Ar Menn bet prezidantez a-raok.

Daoulagad Breizh a feurm an dresadennoù.

Memestra e koust ker da TAB aozañ an dra-se hag ar priz mont-e-barzh goulennet n'eo ket trawalc'h evit paeañ an holl frejoù.

Spi he deus ar gevredigezh e teufe niverusoc'h-niverusañ an dud er bloaz-mañ.

Re ger e vefe asantiñ da c'houlennoù an dud gour bannañ ur film evito a lavar Aude; eveljust int pedet mont da gemer perzh en abadenn-se rak e plij alies ivez an dresadennoù bev d'ar re deut; ouzhpenn da-se eo dav anzaout eo aesoc'h evit an deraouidi e brezhoneg komprenn un istor evit ar vugale eget ur film evit ar re vras.

Ma n'ho peus netra gwelloc'h d'ober e fin ar miz, deuit neuze da bleustriñ war ho yezh en ur gaout plijadur da zizoleiñ pe da welout en-dro tresadennoù bev brudet.

Pelec'h e vo?

E Ti Ar Vretoned / Mission Bretonne 22, straed Delambre 75014 Pariz

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

tiarbrezhoneg@gmail.com

pe 09 66 84 78 34


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?