Galiza, Breizh, kasit keloù din

Lettre ouverte publié le 12/01/11 10:57 dans Langues de Bretagne par Mark Kerrain pour Mark Kerrain

Emaon o paouez resev digant servijoù gouarnamant Galiza dihelloù da resisaat penaos e vez skoazellet an treiñ e yezhoù all (ya, e brezhonegivez) diwar oberennoù embannet en o bro. Sur-mat e c'haller kaout kemend-all gant Rannvro Breizh, neketa? Ya, evit treiñ levrioù brezhonek e yezhoù all! N'eus netra? Sur oc'h? Koulskoude em bije kredet...

Neuze ez eus deuet da soñj din e oa bet votet, seizh vloaz zo, e miz Kerzu 2004, ar « Plan linguistique breton » gant Kuzul Rannvro Breizh, hag ennañ e c'halled lenn : «Un système de bourse à l'écriture et à la traduction, notamment en direction des jeunes et adolescents, sera mis en place». Gwelet 'peus un dra bennak? Gwir eo, arabat mont re vuan!

Ya! Hag ur politiker bennak, pe marteze ur bolitikerez, am boa klevet, oc'h embann e Saloñ al Levrioù e Karaez : «ul linennad-voujedenn a vo gouestlet d'an treiñ lennegezh e brezhoneg gant Kuzul-Rannvro Breizh». A-benn pegoulz n'ouzon ket. A-benn seizh vloaz marteze?

Ma welit pe ma klevit un dra bennak un deiz, ouzhpenn kaozioù toull, kasit keloù din. Aesoc'h e vez gouzout petra a vez graet e broioù all a-wechoù, n'ouzon ket perak. A-benn an 11 a viz C'hwevrer e ranker kas an teuliadoù da C'haliza evit ar goulennoù-skoazell. An holl embannerien vrezhonek a vo war ar renk. N'eo ket brav se?

Mark Kerrain


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?