Asambles e oant gant Brigitte, Gi, Jean, Denise, Anne-Marie, Suzanne, Lucien, ... hag un tri-ugent bennak a dud disul evit lidañ ar bloaz nevez. Sonennoù ar vro («son ar chistr» a veze kanet ingal gant Youenn Gwernig, paotr Skaer), kontet ez eus bet ur gontadenn e galleg o tont deus Bro Skos gant Fiona Mac Leod, deuet a-ratozh da Skaer gant «scones» fardet ganti da vintin evit lakaat an dud da dañva.
Gant mestr an ti, an aotrou Bridel e oa bet fardet meur a c'haletezenn gant amann mat, ha dienn «pâtissière» ebet. Saourus.
Kontadennoù ha kanaouennoù tro dro d'ar boued, rimadelloù dastumet b'ar vro, istorioù tavarnourien, an amann lipet gant ar c'hazh, ar bourc'h-gavr o kousket e-barzh ur gwele ...
Ul labour brav a zo bet kaset da benn gant Gi hag e skipailh. Gant ma vo muioc'h a dud yaouank benn bloaz, hag atav an hevelep startijenn !
■