Ul lec'hienn bannoù treset nevez, e brezhoneg 100% !

Revue de site publié le 2/01/11 21:26 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20955/20955_1.jpg

Setu ul lec'hienn nevez, leun a fent, graet gant krouerien a oa bet trec'h gant ar filmig farsus bet savet ganto er genstrivadeg «berr ha berr» er bloaz paseet. Setu ar skipailh o tigeriñ o lec'hienn nevez abaoe ar c'hentañ a viz Genver 2011. Degemer mat dezho !

ABP- «Pegoulz ho peus kroget da labourat war al lec'hienn-mañ ? Pell'zo ?»

- Padrig : Deuet e oa ar soñj ganin tamm-ha-tamm e 2010. Da gentañ em boa skrivet aozadur al lec'hienn war baper dre vras, hag e miz Du em boa kroget d'ober taolioù esae ha troet e oa bet ar pajennoù kentañ.

ABP -« Pet a dud a zo a dreñv ?»

- Un bern a zo a-dreñv ... Me, ma jez, ma-unan, Bibi ha Mab-e-Dad ! Gant ma vo un toullad mat dirak tamm-ha-tamm ivez ! Me ' garfe e vefe kaset bannoù treset din ha pa ne vefe nemet div garrezenn pe taolioù-esae. Sur on zo bet savet bannoù treset e brezhoneg er skolioù, er skolajoù paneveken, ha n'int ket bet embannet e neblec'h ebet.

ABP -« Peseurt raktres war un hir dermen ?»

-Daou soñj pennañ a zo : derc'hel da embann istorioù bet savet ganin (a bep seurt stumm zo gante) ha troiñ bannoù treset diwar ar galleg pe ar saozneg ; reoù a ya an aotre-implij Creative Commons gante.

Embann a rin pennadoù berr-berr diwar-benn ar bannoù treset kozh ur wezh an amzer. Evel-se e vo embannet tamm-ha-tamm ur sell war Istor ar bannoù treset e brezhoneg.

ABP -« Perak ne vefe ket ur c'henlabour etre ya !, mediaoù internet, hag all ?»

- Klask a ran lakaat ma fenn da genlabourat gant ma bizied ha ma urzhiataer evit krogiñ ganti ! Tro am eus bet da labourat gant Keit Vimp Bev dija hag e rin c'hoazh.

ABP -« Ha moaien vo en dazont da vezañ gopret evit seurt labour ?»

-Un tamm gwerzh-butun ur wezh an amzer, ya. Gounit bara, ne soñj ket din.

ABP - «Peseurt degemer ho peus bet gant ar re yaouank ? Ar re gozh ?»

-Klevet 'm eus e veze plijet krennarded gant ar bannoù bet embannet er gelaouenn Meuriad (troioù kaer an amprevanig Wil ar C'hwil). Ma gwreg n'eo ket gwall plijet gante ... Eüruzamant e soñj da'm Mamm n'eus ket farsusoc'h evidon daoust ma n'eo ket evit kompren brezhoneg !

Emichañs e vo klevet soñj an dud a lakao o anvioù evit resev al lizheroù kelaouiñ. Evel-se e c'hallin choaz bannoù treset da droiñ a blijo muioc'h dezhe.

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?