Rock made in Breizh war Arte

Agenda publié le 31/12/10 18:20 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20950/20950_1.jpg

Pedet eo bet ar strolladoù rock eus ar re vrudetañ en abadenn «Tracks »a vez skignet war Arte da hanternoz hag a vo skignet div wech c'hoazh.

Desket e vez en 10 mn kalzik a draoù war ar pevar strollad Ramoneurs de Menhirs, Plantec, Gimol Dru Band ha Trouz An Noz.

Iskis un tamm an doare da ginnig an abadenn, dic'hortoz, pa vez gwelet Klet Beyer gant ur c'hougoul o tifenn ARB, skeudennoù Mac Do Kewer, ha c'hoazh... Fent eil derez, met ouzhpenn d'ar fent e oa : un doare da enoriñ ar re o doa stourmet gwechall, ken dister eo o niver an devezh a-hiziv.

En un tu all o deus lavaret sklaer palioù ar Stad e bro C'hall : difennet oa bet komz ar brezhoneg er skolioù gantañ. , Evit ar pezh a sell ouzh ar re zo bet toullbac'het e Paris goude afer ar Macdo, lavaret o deus sklzer e oant bet didamallet.

D'an eur-se koulskoude e vez kalzig a dud yaouank o sell ouzh an abadennoù, pe war Internet.

Komzoù a-bouez a zo bet lavaret gant Laorans, gitarour ha kaner «Les Ramoneurs». E forzh peseurt bro ma vez difennet gwirioù ar bobl, ar gwir da gomz e yezh, ar gwir da vevañ hag ar gwir da zifenn an endro, eo laouen da vevañ. Hag ur barzh «ne ra ket foutre kaer eus e leve!»

Met petra soñjal eus titl an abadennig : «ils ravivent le régionalisme breton» ?

lec'hienn Arte : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?