2010 : bloavezh an dispac'h ?

Editorial publié le 29/12/10 21:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20945/20945_1.jpg

Diaes eo priziañ tout ar stourmoù sokial a zo bet er bloaz-mañ. Gant ar gouarnamant mut bewech. Manifestadegoù er vro a-bezh ma voe bodet 3 milion a dud. E miz Mae 1968 e oant ur milion nemetken. Ha da vare Devaquet ? Ur milion ivez. 

Neuze, tri milion a dud er straedoù, oadoù mesket ha renkadoù sokial a bep seurt, se oa un doare dispac'h, neketa ? Ha neuze, petra a chom eus ar reuz-mañ hiziv an deiz ? Sindikadoù kreñvoc'h ? Kredapl. Galloud ar straedoù hervez ar vanifesterien, dic'halloud ar re a stourm hervez ar boliserien. 

Ha koulskoude ... Marteze ne oa nemet tantadigoù plouz, pep hini o stourm evit e leve, e vutun. Marteze e oa donoc'h, diskouezet ez eus bet d'ar stad bannieloù gant kasoni ha feulster ; «re zo re» a soñj muioc'h mui a dud. 

O kreskiñ emañ an enkadenn, e pep lec'h. Goude Gres,  Iwerzhon  ma vez gwerzhet un ti evit 3000 euro bremañ. Adkavet ganto mareoù du o istor. Chomet int pinvidik ... tregont vloaz d'ar muiañ tout. 

Perak ne vefemp ket ni evelto warc'hoazh ?

Rediet d'ober evel e Detroit, er Stadoù Unanet, ma vez plantet patatez e-kreiz ar c'hêrioù, graet «home farming» evit gallout debriñ. 

Ken bresk eo ekonomiezh pep bro hiziv an deiz, marteze eo deuet amzer ar c'hengred, ha piv oar, amzer un dispac'h ha ne vefe ket feuls, ma vefe Bretoned speredek a-walc'h evit gallout ijin un dazont «skoaz ouzh skoaz» ? ■


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?