En nevezamzer diwezhañ en doa aozet Kuzul-Meur Penn-ar-Bed emvodoù foran evit displegañ e vudjed. E miz Kerzu e ra heñvel c'hoazh, evit displegañ an doare ma ranko merañ e arc'hant evit 2011.
Ur c'hant bennak a dud, renerien kevredigezhioù ha tud dilennet, a oa deuet betek sal François Miterrand e Pont-ar-Veuzenn, evit selaou Pierre Maille prezidant ar c'huzul-meur ha Roger Mellouet, e karg eus an arc'hant, o tisplegañ dezho penaos e vefe meret arc'hant an departamant evit ar bloaz a zeu. Sklaer-tre e oa kemennadenn an daou guzulier. Kreskiñ kalz a ra ar c'hargoù, war izelaat ez a an enkefadurioù. Dav vo merañ strishoc'h ha krennañ war an dispignoù.
Kresk ha digresk
Evit ar poent ez eus 64 % eus an dispignoù o vont gant ar skoazell sokial. Kreskiñ kalz a ra an dispignoù e-liamm gant ar skoazelloù RSA, APA pe PCH, evit an dud nammet. Gant homañ diwezhañ, da skouer, zo bet ur c'hresk a 33 % etre 2009 ha 2010. Abalamour d'an enkadenn e vez muioc'h-mui a dud dilabour. Abalamour d'an dud o vevañ pelloc'h e vo + 33 % a dud en tu all da 85 bloaz etre 2010 ha 2020. Hag ouzhpenn-se n'eo ket ar c'huzul-meur mestr war an digoll a rank paeañ dezho.
N'eo ket mui ar c'huzul-meur emren a-fet enkefadurioù. Kollet en deus an hanter eus e emrenerezh dindan bloaz. E plas an arc'hant en dije bet da gaout war-eeun a-drugarez d'an tailhoù en dije da gaout ur roadenn a 180 milion a euroioù a-berzh stad. Met e fin ar gont e kollo an departamant 6,4 milion a euroioù war e vudjed.
Krennañ
Setu e vo dav d'an dilennidi departamant krennañ a bep tu. War mont en-dro an departamant, war ar c'hempenn graet d'an hentoù, war ar yalc'hadoù. Klasket e vo gwelet penaos kaout un digoll a-berzh ar familhoù, dezho un ezel kozh pe nammet, evit ma kemerfent perzh er strivoù a ranker ober evit soursial ouzh an dud-se. Postet e vo nebeutoc'h a arc'hant, - 10 %, war ar raktresoù bras. Goulennet e vo gant an tiez-kêr kemer perzh er striv.
“Pouezus eo deomp displegañ d'an dud ar strivoù a reomp hag an dibaboù hon eus da gemer” a zispleg Roger Mellouet. “Dezho da gompren omp-ni rediet d'ober anezho”. Goude Plouzane ha Pont-ar-Veuzenn zo bet c'hoazh emvodoù e Sant-Tegoneg hag e Kemper. Sur-mat e kendalc'ho an departamant gant an doare treuzwelus-se a-benn bloaz, an doare gwellañ da reiñ da gompren pa teu an arc'hant da vankañ.
■