17vet TAOL KURUN : penaos bout en e vleud ?

Agenda publié le 19/12/10 11:36 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20886/20886_1.jpg

Skipailh Taol Kurun ha dilennidi ar vro a oa bodet evit displegañ roll  meuzioù Festival Taol Kurun 2011 : 150 arzour, 10 konter, sonerien, ur grouidigezh keginañ ha sonerezh gant Meuriad Brandivi tro-dro da Catherine Pasco, strolladoù rock (Trouz an Noz ha Roc'k'n Diroll), strolladoù festoù-noz (Hiks, Arvest, Turian), ha 35 frapad buheziñ, 12 staj enno, peadra da dañva buhez bev-buhezek bro Kemperle. 

Ganet e 1995

Penaos ober evit saveteiñ skol vihan Kemperle ? «Aozañ ur fest vras» a responte Jean-Yves Cozan. A-drugarez da Ana-Vari Chapalain oa bet aozet ur pezh mell gala gant Denez Prigen, Dan Ar Braz, EV, Yvon Etienne o kanañ war al leurenn ... Ur mor a dud e sal ar C'hoad Kaer, tud ar vro souezhet o welout kement a dud o tifenn ar yezh. Saveteet ar skol, savet savadurioù nevez a-drugarez d'ar maer, tremenet justik dirak an tu kleiz, met a-du krenn evit kavout diskoulmoù padus evit ar c'helenn  brezhoneg er vro. 

16 vloaz fonnus

Un devezh, tri devezh, teir sizhunvezh ... Hiroc'h-hirañ eo ar festival, prientet a-hed ar bloaz gant ur skipailh 60 den a youl-vat ennañ, tud kentelioù noz Kemperle, tud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg, kerent ar skol. Un tem disheñvel pep bloaz, gant ur bern traoù evit ar vugale (konterien, buhezourien er c'hlasoù, sinema e brezhoneg, kentelioù dañs, keginañ ...). Goude «Sevenadur ha folkloraj» setu tem ar boued hag ar boeson a vo gwelet, labouret, lidet eus an 8 a viz Genver betek ar Merc'her 26 a viz Genver. 

Produioù ar vro, produiñ e voued

Diouzh ar c'hiz eo bremañ prenañ boued bio, pe ober war-dro ul liorzh. Met memestra e chom  kalz labour d'ober ma vefe ret boueta an dud gant ar boued a zo produet er vro. Aet eo skipailh Taol Kurun da welout marc'hadourien foarioù Molan, Kemperle. Diaes eo d'al labourerien-douar produiñ boued, n'int ket sikouret kalz. An AMAP, Liozhoù Kerbelleg a voueta un 150 bennak a dud. .. war 16 000 annezad. Neuze e vo  ur marc'had e sal Koad Kaer Kemperle gant produerien chistr, maligorned, un alambig a vo o labourat dirak ar sal, d'ar Sul 16. 

Filmoù, prezegennoù, lennadennoù a vo diaezezet war ar c'hudennoù-se.

Ur bier anvet «Taol Kurun»

Visant a ra war-dro al label «Pur Malt Prod», e Kerien (29). Krouet ez eus bet ur bier anvet «Taol Kurun» gantañ a zo bet tañvaet digwener e-pad an emvod kelaouiñ. Ha n'eo ket fall ! 

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?