Treizerien ha klaskerien soñjoù : deskiñ kontañ, kanañ ha c'hoari,miz Kerzu.

Dépêche publié le 17/12/10 22:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20878/20878_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20878/20878_2.jpg
v60s44zhr2hsmeyieueq.mp4

Chans o deus  skolajidi Diwan da gaout dindan ur sizhuniad kement a vrezhonegerien a-vihanik ha gouest da reiñ dezho kement a alc'houezioù evit dizoleiñ ar brezhoneg. A-wechoù n'eo ket aes : «Perak distagañ ken difonn ? Perak n'eo ket memes brezhoneg ha ni ? Ne m'eus ket komprenet tout. » 

Met a-benn ar fin e weler anezho o selaou gwelloc'h hag o reiñ un tamm liv d'o brezhoneg, un tamm paour ha divlaz anezhañ. 

Deskiñ kontañ o deus graet gant Kristian Duro ha Jean Floc'h deuet da gontañ «Ar Chevailher » dezho. Deskiñ distagañ ha lenn gwelloc'h an destenn e oant kroget da bleustriñ warni gant Tomas Kloareg. Hag ar strollad kan ha diskan,  daouzek plac'h hag ur paotr ennañ, o deus desket kanañ ur plinn, ar pachpi hag un ton da selaou. Gant Louise eo kreñvoc'h al liammoù : merc'hed plijet gant ar c'han, fromusañ an darempredoù gant profouigoù bihan, kanaouennoù kompozet. 

Goude an emgav kentañ e chom kalzik  labour, deskiñ gwelloc'h, gouzout pozioù ar «chansonioù», gallout fiñval ha labourat asambles. 

Evit ar re 6vet eo diaes a-wechoù chom peoc'h e-pad pell, diaes doujañ ouzh ar re all, hag ouzh an den deuet da gontañ marvailhoù dezho. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann. 

Gant emgavioù reoliek e vez graet pazennoù bras. Emgav a-benn miz Meurzh eta evit gwelout araokadennoù ar re yaouank. Ha brav al labour kaset a-drugarez da Guzul Meur Penn ar bed evit sikour seurt degouezhioù. ■


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?