Firefox 4.0 béta e brezhoneg

Produit publié le 15/12/10 13:51 dans Media et Internet par Denis Arnaud pour Denis Arnaud
https://abp.bzh/thumbs/20/20856/20856_1.png

E-kerz ar miz tremenet eo aet er-maez handelv mod beta Firefox, ar merdeer internet savet gant Diazezadenn Mozilla. (voir le site)

Gant an handelv beta-mañ e weler mat penaos e vo ar meziant peurlipet. Prest eo da vezañ graet ganti bemdez hag an holl geweriusterioù nevez (ketal nevez evit an arveriaded, goubredañ ar sinedoù...) zo enni.

Evit ar wech kentañ emañ an handelv vrezhoneg da vezañ pellgarget war lec'hienn Mozilla, embanner ar meziant. Ar paz kentañ eo a-raok ma vo enkorfet ar brezhoneg e-kreiz handelv diwezhel Firefox 4.

Moarvat ez ay er-maez an handelv diwezhel-mañ a-benn penn derou ar bloaz 2011 (n'eo ket bet meneget un deiziad spis evit poent).

Gant labour Philippe Basciano-Ar Gall, Denis Arnaud, Alan Monfort ha dreist-holl Michel Nedeleg eo aet ar c'hoarvezadenn-mañ da wir.

Reiñ skoazell deomp a-benn prientiñ embann handelv diwezhel Firefox 4 e brezhoneg ez eus tro deoc'h dre arverañ ar meziant ha dre sevel evezhiadennoù deomp.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?