Emvod kelaouiñ diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Henbont

Communiqué de presse publié le 10/12/10 13:46 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/20/20808/20808_1.jpg

E kenlabour gant ti-kêr Henbont hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh ar Mor-Bihan, d'al Lun 13 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas divyezhek er skol Paul Eluard e 2011.


Gant an ao. André Marquilly, Enseller an Deskadurezh-Stad e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc'het e vo an emvod-se e Ti an Holl er sal Chevassu d'ar Lun 13 a viz Kerzu da 8e30 g.m.

Mont-tre dieub.


Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant an ao. Ronan Postic eus an Ofis Publik.

Pgz : 06 87 35 84 85

Postel : ronan.postic@ofis-bzh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?