Diwan : emvod kelaouiñ foran e Binig

Communiqué de presse publié le 8/12/10 18:25 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq
https://abp.bzh/thumbs/20/20797/20797_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Plerin ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :

D'ar Yaou 16 a viz Kerzu 2010

Adalek 8 eur noz

E sal liesimplij « l'Estran »

Straed ar Jeneral de Gaulle

22520-Binig

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Dileuridi Diwan, tud e-karg eus ar bedagogiezh en o zouez, a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek, e-barzh ar c'huzul skoazell o deus krouet e-pad an nevez-amzer.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan :

02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03

sonia.zaoumi@diwanbreizh.org

ha (voir le site) @wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?