Mai Ewen, ur vleunienn en avel lennegezh Vreizh

Conference debat publié le 6/12/10 21:33 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20784/20784_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20784/20784_2.jpg
p6cy2dn7cb38vgyv8vym.mp4

Didrouz ar c'hlas, pedet oa bet hiziv Mai-Ewen, barzhez, skrivagnerez, bet e-pad pell o skrivañ evit ar re deuet gant alioù fur Visant Seite. Sot gant ar skrivañ, al livañ, al lenn, treuziñ a ra ur vuhez leun a istorioù, a draoù kriz met leun a varzhoniezh ivez.

Penaos e oa kroget da skrivañ ? Un hir a istor eo. N'he deus skrivet nemet barzhonegoù e galleg  pa oa yaouank. Ur wech desket ganti yezh he mamm-gozh, gouzout a ouie prezeg met ket skrivañ (o leñvañ e oa dirak levr «Barzaz Breizh» nevez prenet; ne gomprene ger ebet). Goude, a-drugarez da Visant Seite ha kentelioù brezhoneg, deuet eo-hi tamm-ha-tamm da vestroniañ ar skritur skolveuriek, ar yezh skrivet. Met pegen diaes he deus kavet da c'houde cheñch skritur...

Embannet e oa bet gant Brud Nevez haiku gant dourlivaj graet ganti, danevelloù ivez, tost ugent vloaz' zo. Gant Keit Vimp e oa bet embannet  tost 8 levr dindan seizh vloaz : tri evit Priz ar Vugale ha 5 evit Priz ar Youankiz. Romantoù levezonet gant he bugaleaj, istorioù kriz, ur romant istorel evel «Ur vleunienn war askell an avel». Ganti e chom ur bern skridoù c'hoazh, ha c'hoant he deus da genderc'hel da embann he labour. Ur skrid n'eo ket embannet a zo eviti evel ur babig ne vefe ket ganet. Gant brezhoneg saourus bro Kemperle (bro Skaer) e vez skrivet pep hini anezho, adlabouret, adlennet. Ha pegen diaes eviti chom dirak hec'h urzhiataer o kontañ an niver a sinoù ...

Aozañ a ra ivez ur wech an amzer abadennoù barzhoniezh gant oberennoù Anjela Duval, Youenn Gwernig ha pediñ a ra Bernez Tangi, Alan Kervern ... Gwelet e vez anezhi un tammig e pep lec'h, war ar straedoù evit manifestiñ, en abadennoù, prezegennoù, hag ur sell lemm he deus war pep tra ... ha dreist-holl war plas ar brezhoneg er gevredigezh !

Amañ emañ o respont da c'houlennoù Sten Charbonneau, evit lansañ an abadenn «Ur skrivagner(ez), teir danevell». Gant ma vo skridoù brav savet gant ar re yaouank evit al lennerien kentañ derez !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?