Energiezh : penaos cheñch penn d'ar vazh ?

Conference debat publié le 5/12/10 17:30 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20765/20765_1.jpg
g98j9q4z49rl4iy1t5ly.mp4

Deuet e oa Muriel Morvan da skolaj Diwan Kemper da ziskouez he film diwar-benn kêriadenn ekologel Silfieg. Da c'houde e oa bet displeget ganti ur bern traoù simpl, met a vez kuzhet ingal e bed ar c'helenn hag er media. 

Eus pelec'h e teu energiezh Breizh ? 7% nemetken a vez produet amañ. Kenveriañ a ra ar produiñ tredan gant nerzh nukleel gant mont en-dro ar galon. Kreizennet-spontus eo an tredan e Bro-C'hall. 

Kreizennoù nukleel (50 anezho e Bro-C'hall) a vez o produiñ 80% eus an tredan. Tamm emrenerezh ebet gant an dud, ret eo adwerzhañ da EDF an tredan produet en ti, pa vez anezhañ. An uraniom hag an eoul maen n'int ket peurbadus : un deiz bennak e vo ret deskiñ bevañ hepto. E Brenniliz, tredan a zo bet produet e-pad 25 bloaz, hag e vo saotret an endro e-pad miliadoù a vloavezhioù. Ha talvezout a ra ar boan kenderc'hel ? 

Penaos ober neuze ? « Dilojañ a ran evit mont da chom da Alamagn » eme vab Muriel Morvan. N'eo ket an diskoulm, ret eo kavout diskoulmoù amañ, zoken ma'z eo spontus an dale hon eus tapet. 

Nedeleg ? C'hoarioù plastik produet e Sina, hag e vez graet « diorren padus » eus an dra-se ? Ret eo dispign nebeutoc'h a energiezh, lakaat ur stammenn ouzhpenn pa vez yen an amzer, lazhañ ar gouloù, debriñ nebeutoc'h a gig. Hep feukiñ an dud, hep mont re vuan. 

Ur gentel ekologiezh, gant ur plac'h a foet bro (Breizh, Mali, ...) evit displegañ gant he filmoù penaos mont war-raok ha kavout diskoulmoù e Breizh...


Vos commentaires :
Milio Latimier
Dimanche 22 décembre 2024
Titourig: ar 7% a dredan produet na glotont ket gant Breizh met gant «Rannvro Breizh»: ur greizenn produiñ-tredan zo el Liger-Atlantel e Kordevez/Cordemais, a ro ur sifr disheñvel neuze (n'am eus ket soñj pehini eo siwazh!).

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?